Kanañ
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
Kanañ, evel komz, a dalv implij ar vouezh, unan eus perzhioù gouenn an dud eo eta.
Nemet ne vez ket implijet heñvel en daou zegouezh. An hini a gomz a glask lavarout traoù ha bezañ komprenet gant an hini a selaou; an hini a gan a glask kanañ brav ha plijout d'an hini a selaou.
Un arz eo ar c'han, evel al livañ, pa'z eus ennañ ampartiz hag ijin war un dro.
Taolenn |
Kan al loened [kemmañ]
Loened zo a gan ivez: laboused dreist-holl, hag ivez skrilhed, balumed. Met ne dalv ket ar c'han-se nemet da ziskouez ezhommoù, ha n'eo ket da grouiñ.
Koulskoude n'eus ket par d'an dud da lakaat en o c'han traoù disheñvel a bep seurt, evel sonioù pinvidik ha gwevn, ijin, santimantoù.
Binvioù ar c'haner [kemmañ]
Ar genoù ha kerdin ar vouezh eo binvioù ar c'haner. ganto eo gouest eo da ober sonioù kemmus hervez e ijin hag e faltazi.
Mennad ar c'han [kemmañ]
A-bouez eo ar c'han en istor kevredigezhioù an dud. Kanañ a ra an dud evit o flijadur, evit ankounac'haat ar boan pa vezont o labourat (o labourat a-gevret alies) evit seveniñ lidoù o relijion a-wechoù, met ober gant ar c'han a zo bet ivez un arz priziet-tre a-hed ar c'hantvedoù.
Brud ar ganerien [kemmañ]
N'eo ket heñvel brud ar ganerien hiziv ouzh hini dec'h.
A-raok ar skingomz ne vezent anavezet nemet gant ar re a selaoue anezho e tier tud pinvidik, pe e tier arbennik: c'hoariva, opera, pe ilizoù ha chapelioù a-wechoù.
Brud o deus ar ganerien a vicher hiziv dre ar skingomz, ar skinwel, ar pladennoù a werzhont, hag ar c'helaouennoù a bep seurt a ziskuilh gant piv e kouskont pe petra a soñjont eus ar politikerezh.
Deskiñ [kemmañ]
Treuzkaset e vez arz ar c'han dre an drevezerezh peurliesañ, met desket e vez ivez e skolioù-sonerezh.
Kan ha barzhoniezh [kemmañ]
Implijet e vez alies ar ger kanañ evit ober anv eus dibunañ barzhonegoù, hagar ger kan e-lec'h barzhoniezh.
Gerioù deveret diwar ar wrizienn "kan" [kemmañ]
Gant ur rakger [kemmañ]
- beuregan
- c'hoarigan
- diskan
- klemmgan
- kengan
- lazkan
- lugan
- skeulgan
- meulgan
- meurgan
- mouskan
- nozkan
- telenngan
- tenergan
Gerioù kar dre ar ster [kemmañ]
- son (mouezh)
- sonerezh
- skol-sonerezh