Kama Soutra

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kamasutra5.jpg
Kamasutra1.jpg

Kama Soutra (sañskriteg: कामसूत्र Kāmasūtra) a zo lodenn vrudetañ an dastumadeg anvet Kama Chastra (कामशास्त्र Kāmaśāstra).

Dont a ra an anv "Kama Soutra" eus ar sañskriteg, savet diwar anv Kâma, doue ar garantez, peuzpar da Eros pe Kupido ha sûtra pe shâstra, pennlavaroù, da lavarout eo Pennlavaroù ar Garantez. Bez ec'h eo un dastumad indian skrivet etre ar IVe kantved hag ar VIIvet kantved, savet, a greder, gant Vâtsyâyana.

Kâma a zegas ar blijadur a c'hall an dud reiñ an eil d'egile gant o femp skiant, o spered hag o ene. Ouzhpenn reizh a gaver e Kâma Sûtra (reishoc'h d'hor soñj tremen hep ar ger-mell brezhonek): anv zo eus doareoù-bevañ a rank un den sevenet anavezout, eus boued, frond ha sonerezh.


Ul levr klasel eus ar relijion hindou eo Kâma Sûtra. Kaoz zo ennañ eus eil live ar vuhez, Kama, live ar garantez. Skeudennet-kaer e vez peurvuiañ, gant livadurioùigoù. Kuzulioù diwar-benn an doare da hoalañ ha da reiñ plijadur, d'ar wreg pe d'ar gwaz, a gaver e-barzh, dreist-holl dre lakaat ar c'horf a-zoare. Ul levr evit an noblañsed indian e oa mennet da vezañ. Talvoudus-bras eo evit anaout ar vuhez en Indez a-wechall. Ul levr addisplegoù, ar Jayamangala, zo bet savet diwarnañ gant Yashodhara. Da gentañ e oa graet al levr evit ar baotred hag o serc'hed: deskrivañ a ra an embarañ hag an darempred etre gwaz ha maouez hervez ar pezh a dleont ober hag a c'hallont gortoz digant egile.

Kuzulioù zo ennañ koulskoude evit ar maouezed. Diskouez a ra ivez n'eo ket a-walc'h d'ar gwaz kas an ober reizhel da benn: bez e tle ivez gouzout pokat, flourañ, dantañ, krafignat. Deskrivet ez eus un ugent emzalc'h-korf bennak, hag aliet eo an dud da lezel o faltazi d'o ren.

Bernioù addisplegoù zo bet savet diwar-benn al levr, oberennoù a-leizh zo bet skrivet diwar-benn arz ar garantez, pe an erotegezh, war lerc'h Kâma Sûtra. Darn zoken o deus adkemeret an anv. Pell int a gaout hevelep talvoudegezh.

Gwelout ivez[kemmañ]

Patrom:Wikisource œuvre


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.


Liammoù diabarzh[kemmañ]