Kêraozouriezh

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ


Termenadur roet gant Karta Aten:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar gêraozouriezh a vefe un "Hollad obererezhioù gant ar pall aozañ un dioroadur a genson, skianteg ha denel eus ar gêrioù. Un obererezh prederiet eo, a-benn mestroniañ an darvoudoù a denn eus ar gêrioù". Da skouer astenn ar gêrioù war ar maezioù, pe war an aodoù.

Termenadurioù all:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

"An arz" da sevel pe da aozañ ar gêrioù eo.


Un arz hag un teknik eo ar gêraozouriezh. O vezañ m'eo kozh-tre klask aozañ mat ar gêrioù, un hollad meizadoù eo harpet gant pleustroù lies hag un dachenn studioù ledan. Ur skiant eo ivez ar gêraouzouriezh pa glask ar c'hêraozour kenfeuriñ muzulioù diazez ar savadurioù evit plegañ ouzh kudennoù an tolpadoù-tud. Sevel ur c'hoari kemplez etre ar frammoù fetis ha red an oberezhioù armerzhel eo ivez. Erfin, e tenn d'ar politikerezh p'eo lodenn pennoù ar gêrioù klevout alioù ar gêraozourien evit lakaat an annezidi da vevañ en ul lec'h emsavoc'h.

Ar gêraozouriezh zo al labour studïañ, reguliñ, kontroliñ, ha planifïañ kêrioù bras. Ur skiant den apliket eo neuze, deuet da vezañ pouezhus-tre er bed a-vremañ gant e boblañs o kreskiñ hag o c'houlenn bevañ muioc'h-muiñ e kêr. Ar gêraozouriezh a ra war-dro ijinañ hag ingalAñ ar gêrioù vras.

Setu ma vez neuze ar gêrsavouriezh un dachenn luziet a-walc'h ha lies-tachennel kenañ, o eskemm ingal gant an tisavouriezh, da gentañ-penn, gant aozadur an tiriadoù, gant an dizagn, ha gant ar politikerezh ivez dre m'eo ret da dud kirieg ar c'hêrioù bras, mar faot dezhe lakaat an dud da vevañ en ul lec'h aessoc'h, heuliañ alioù ar gêraozourien. Ret eo d'ar gêraozour en-em harpañ war gouiziegezhioù an ekologiezh, ar geologiezh, ar skiañtoù sokial, an douaroniezh ha sikañtoù all.

Ar gêraozouriezh a c'hall bezañ publik (graet gant ar Stad pe gant e tolpadoù tiriadel), pe prevez (graet gant burevioù-studiañ, ar re-se o labourat dreist-holl evit ar gêraozañ publik, e-giz "maîtrise d'œuvre").

kêraozour:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar gêraozer a rank bezañ arbennik war meur a dachennad neuze m'en deus c'hoant gellout aozañ ur c'hêr a feson.Diaes eo anavezout donn an holl dañvezioù a dostai eus tachenn ar gêrsavouriezh. Neuze labourat a ra ar gêraozour en ur strollad tud hag a stroll baregezhioù disheñvel: un douaroniour, ur sokiologour, un ekonomikour hag all, enni. Alies er c'humuniezhioù kumun e vez seurt strolladoù o labourat asambles.

Pal ar gêraozour, berr-ha-berr, zo gwellaat ar vuhez e kêr. Labourat a ra evit kempenn a lec'hioù publik ha prevez, kenaozañ ar savadurioù, lodennañ an ekipamanchoù, ha dre-vras ingalañ stumm ar gêr-vras hag he rouedadoù.

Istor ar gêraozouriezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar ger "urbanismo" a oa bet implijet evit ar wech kentañ gant an ijinour katalan Ildefons Cerdà pa oa ba-penn chantier brassaat Barcelona ba bloavezhioù 1860. Ba Frañs e anavezomp an termenadur-se abaoe 1910.