Karta Aten

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Karta Aten a zo bet savet e 1933. E fal a zo broudañ ar gêraozouriezh modern. Peder karg a vefe gant ar gêr utopek ganet gant ar garta :

  • Labourat
  • Tremen-distremen
  • Kaout bod
  • Kaout didu

Le Corbusier en deus lakaet e pleustr elfennoù ar garta e Reudied e Bro-Naoned er savadur anvet ar "Cité-radieuse". E Bro-C'hall e vo lakaet e pleustr Karta Aten dreist-holl goude an Eil brezel bed. Diouer a lojeiz a oa ha savet eo bet neuze ar C'harterioù bras, tourioù uhel pozet war letonennoù. Ne vez ket muiñ graet gant ar balioù nag ar straedoù ken. Bez e c'hell an den heuliañ hentoù treuz ha tort en ur treuziñ al letonennoù a benn tizhout ar savadurioù-all.

Fin ar C'harterioù Bras[kemmañ]

Diskleriet en deus Charles Jencks "An tisavouriezh modern 'zo marvet e 1972, e Sant Loeiz-Missouri". Er bloavezh-se eo bet distrujet an tour bras kentañ (tour bet savet gant memes tisavour eget ar Wall Trade Center), da laret eo fin prantad modern ar gêraozouriezh. (Goude 1973 e cheñch penn d'ar vazh da politikerezh aozadur an tiriad e Bro-C'hall war an dachenn-se. An dud a disfi eus ar C'harterioù bras. Ne vez ket pledet a-walac'h en den eno. En em strollañ ra ur boblañs paouroc'h-paourañ eno, p'emañ ar rummad sokial etre o kuitaat anezho. Ar c'hudennoù-se a zo anavezet mat abaoe bloavezhioù. Un heklev o deus bet gant emsav ar banlevioù e miz Here ha miz Du 2006.