João V Portugal
Neuz
(Adkaset eus João V a Bortugal)
|
João V de Portugal, pe João o Magnânimo, pe Yann V a Bortugal, ganet d'an 22 a viz Here 1689 e Lisbon (Portugal) ha marvet eno d'an 31 a viz Gouere 1750, zo bet roue Portugal war-lerc'h e dad Pedro II, adalek ar 1añ a viz Genver 1707 betek e varv. Ren a reas evel ur roue hollveliek, diwar skouer ar roue gall Loeiz XIV. Eus aour Brazil e reseve ur bempvedenn.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]18 vloaz e oa pa voe lakaet da roue e 1707. Trec'het e voe Portugal en emgann Almansa, lazhet pe brizoniet e voe an darn vrasañ eus hec'h arme.
E Mae 1709 e voe trec'h Spagnoliz markiz Bay en emgann Gudina
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant e bried Maria Ana Josefa, arc'hdugez Áustria (1683-1754)
- Bárbara de Bragança (1711-1758), Rouanez Spagn pa zimezas da Fernando VI)
- Pedro de Bragança, priñs Brazil (1712-1714)
- José Iañ Portugal (1714-1777), Roue Portugal
- Carlos de Bragança (1716-1736)
- Pedro III Portugal (1717-1786), Roue Portugal
- Alexandre de Bragança (1723-1728)
Un toullad besterd en doe ivez, anavezet neuze evel bugale Palhavã:
- Digant Luísa Inês Antónia Machado Monteiro:
- António de Bragança (1704-1800)
- Digant Madalena Máxima da Silva de Miranda Henriques:
- Gaspar de Bragança (1716-1789)
- Digant al leanez Paula Teresa da Silva:
- José de Bragança (1720-1801)
Div verc'h en doe ivez :
- Digant Luísa Clara de Portugal:
- Digant ur C'hallez dianav dimp: