Maria Madalena Josefa Teresa Bárbara de Bragança
Eus Wikipedia
Maria Bárbara de Bragança, poltredet gant Domenico Dupra.
Maria Bárbara de Bragança, poltredet gant Jean Ranc.
Maria Bárbara de Bragança , pe Barbara Portugal, (Lisboa, 1711 — Aranjuez, 1758) a oa ur briñsez portugalat a zimezas da 18 vloaz da Fernando VI, roue Spagn. Mervel a reas divugel.
Klav-kerdin a sone ampart, kelennet ma voe gant Domenico Scarlatti adal 1720. Mont a reas he c'helenner ganti da Spagn pa zimezas ar briñsez hag eno eo e savas war-dro 555 sonatenn. Legadiñ a reas he binvioù-seniñ ha dihelloù a sonerezh d'an tizhog Farinelli.