Maria Anna Aostria (1683–1754)
Eus Wikipedia
- Ur pennad Maria Anna Aostria zo ivez.
Maria Anna Aostria pe Maria Ana de Áustria e portugaleg, (Maria Anna Josepha; 1683 – 1754) a oa arc'hdugez Aostria, evel merc'h d'an impalaer santel Leopold Iañ (1640-1705), ha d'e bried Eleonore Magdalene von der Pfalz.
Dimeziñ [kemmañ]
Dimeziñ a reas da João V (1689-1750), Roue Portugal, ha ren a reas en e lec'h adal 1742 betek 1750 e-keit ma voe klañv he fried.
He bugale [kemmañ]
Maria Ana de Áustria he doe c'hwec'h bugel, gant João V, ha tri anezho a voe rouaned pe rouanezed Portugal pe Spagn:
- Maria Bárbara (1711-1758), Rouanez Spagn dre he dimeziñ da Fernando VI;
- Pedro, Príñs Brazil (1712-1714);
- José Iañ Portugal, Roue Portugal (1714-1777);
- Carlos, Infant Portugal (1716-1730);
- Pedro III Portugal, Roue Portugal (1717-1786);
- Alexandre Francisco José António Nicolau de Bragança, Infant Portugal (1723-1728).
