Jerry Rawlings

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Jerry Rawlings

Jerry Rawlings (ganet Jeremiah Rawlings John d'an 22 a viz Even 1947 en Accra) zo ur politikour bet prezidant Ghana.

Kemer a reas ar galloud gant un taol-Stad d'ar 4 a viz Even 1979 hag un nebeud devezhioù goude e voe fuzuilhet ofiserien ha tri den hag a oa bet e penn ar Stad : Akwasi Afrifa, Acheampong ha Fred Akuffo. Goude-se e voe aozet un dilennadeg ha laosket ar garg a brezidant da Hilla Limann d'ar 24 a viz Gwengolo 1979.

D'an 31 a viz Kerzu 1981 e tistroadas Limann ha lakaat e plas ur Provisional National Defense Council (PNDC - Kuzul Difenn Broadel da C'hortoz) gant siviled ha soudarded. Chom a reas e penn ar Stad betek ma voe aozet un dilennadeg e 1992. Rawlings a lakaas e anv evit an NDC (National Democratic Congress). Ar maout a yeas gant Rawlings gant 58.3 % eus ar mouezhioù en un dilennadeg kavet reizh gant an arsellerien estren daoust da glemmoù e eneberien bolitikel. Addilennet e voe e 1996. Dre ne oa ket aotreet gant ar Vonreizh da lakaat e anv un trede gwech e laoskas e blas da John Kufuor, gounezet gantañ dilennadeg 2000, d'ar 7 a viz Genver 2001.