Hilla Limann

Eus Wikipedia
Limann e 1981

Hilla Limann (Gwollu, Gold Coast, 12 a viz Kerzu 1934 - Accra, 23 a viz Genver 1998) a oa ur politikour eus Ghana, bet prezidant ar vro etre 1979 ha 1981.

Limann a oa bet ganet en ur familh paour eus rannvro Upper West, e norzh Ghana. Kas a reas e studioù e Tamale, Londrez ha Pariz. Gounit a reas an dilennadeg aozet goude taol-Stad Jerry Rawlings e 1979 ha kregiñ gant e garg d'ar 24 a viz Gwengolo. D'an 31 a viz Kerzu 1981 e voe distroadet gant Rawlings. Lakaat a reas e anv en dilennadeg prezidantel 1992 ha dastum 6,7% eus ar mouezhioù.