John Kufuor

Eus Wikipedia
Kufuor e 2008

John Agyekum Kufuor (ganet d'an 8 a viz Kerzu 1938 e Kumasi) zo ur politikour, bet prezidant Ghana.

Kufuor a lakaas e anv en un dilennadeg prezidantel evit ar wech kentañ e 1996 ma voe trec'het gant Jerry Rawlings. En dilennadeg da heul e teuas a-benn da c'hounit a-enep John Atta-Mills, besprezidant Rawlings, gant 56.9% eus ar mouezhioù. Addilennet e voe e 2004 ha trec'hiñ evel-se Atta-Mills un eil gwech.