Mont d’an endalc’had

Jean-Marie Goasmat

Eus Wikipedia
Jean-Marie Goasmat

Jean-Marie Goasmat (bet ganet d'an 28 a viz Meurzh 1913 e Kamorzh ha marvet d'an 21 a viz Genver 2006 e Pleuwigner) a oa ur reder war varc'h-houarn eus mare an Eil Brezel-bed. Peogwir edo o chom e Pleuwigner e veze graet "le farfadet de Pluvigner" (korrigan Pleuwigner) anezhañ e galleg. Graet e veze Ademai anezhañ ivez.

Un toullad mat a drec'hioù a oa aet gantañ a-hed e vuhez marc'hhouarner etre 1933 ha 1951. E-touez meur a dra all en doa lipet ar maout da geñver un tennad-hent brudet eus Tro Bro-C'hall 1936 hag a dremene dre Ode Izoard evit echuiñ e Briançon.

Unan eus ar rederien vrudetañ a zo bet e Breizh eo, en ur mare ma ne oa ket eus ar skingomz e ti an dud, ha ma ne oa anavezet e droioù kaer nemet dre ar c'hazetennoù gallek. E Breizh-Izel e oa stag outañ skeudenn un den eus ar bobl, brezhoneger diwar ar maez ha kalonek.

Roll e zisoc'hoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Redadeg Jardons
  • Priz Meur Le Télégramme de Brest e Kastellin
  • Kriteriom Bro-C'hall (parzh aloubet)
  • Priz Meur An Alre
  • Kriterioù Breizh
  • Polymultipliée
  • Troiad Kêrioù Dour Arvern
  • Kriteriom ar C'hreiz
  • Troiad Kemper (2)
  • Troiad ar C'hornôg (12)
  • Troiad ar Mor-Bihan (6)
  • Pariz-Caen (22)
  • Tro Bro-C'hall (28)
    • 7vet tennad (6)
  • Priz Meur Saint Junien (3)
  • Troiad ar Vañde (3)
  • Priz Meur ar Sarthe (4)
  • Pariz-Caen (6)
  • Tro Bro-C'hall (18)
  • Rouen-Caen-Rouen (2)
  • Pariz-Angers (7)
  • Troiad ar C'hornôg (15)
  • A-dreuz Pariz (4)
  • Pariz-Alençon (9)
  • Priz Meur Naoned (11)
  • Priz Meur an Oto (16)
  • Pariz-Teurgn (19)
  • Polymultipliée (2)
  • Priz Meur Tro Bro-C'hall (4)
  • Priz Meur Pneumatek (4)
  • Priz Meur an Alpoù (5)
  • Priz Meur ar Broadoù (6)
  • Pariz-Tours (12)
  • Troiad ar Stêr-Aon (2)
  • Pariz-Reims (2)
  • Mor-Breizh-Meurvor (2)
  • Priz Meur Arvern (4)
  • Versailles-Pariz (7)
  • Kampionad Bro-C'hall (13)
  • Troiad al Landes (2)
  • Priz Meur Karnag (2)
  • Mor-Breizh-Meurvor (3)
  • Pariz-Limoges (4)
  • Armagnac-Pariz (9)
  • Monako-Pariz (17)
  • Priz Meur an dilestradeg (12)
  • Tro Suis (38)
  • Pariz-Limoges (2)
  • Troiad ar Stêr-Aon (2)
  • Tro Corrèze (4)
  • Pariz-Bourges (5)
  • Tro Bro-C'hall (22)
    • 19vet tennad (2)
  • 2l tennad kriteriom an Dauphiné Libéré (3)
  • Tro al Luksembourg (4)
  • Pariz-Vimoutiers (5)
  • Troiad ar Mor-Bihan (6)
  • Pariz-Saint Etienne (11)
  • Kriteriom an Dauphiné Libéré (18)
  • Tro Bro-C'hall (35)