Hugues Le Stoquer

Eus Wikipedia
Arouez ar Vreudeur Gordennerien

Hugues Le Stoquer pe Lestoquier (e galleg ː Trébuchet) a oa eus urzh ar Vreudeur gordennerien e kouent Montroulez[1].

Bet e oa eskob Treger, war-lerc'h Yves de Kergoat, eus an 20 a viz Eost 1403 d'ar 25 a viz Eost 1404.

Dilec'hiet e voe da Wened, ma varvas e 1408.

Bernard, pe Bertrand du Peyron a bignas war e lerc'h war gador eskob Treger.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental, Les Presses bretonnes, Saint-Brieuc. 1960