Hoc'h-dreinek Brazil
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Rodentia | ||||
| Kerentiad : | Erethizontidae | ||||
| Genad : | Coendou | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Coendou prehensilis Linnaeus, 1758 |
|||||
|
|||||
Hoc'h-dreinek Brazil (Coendou prehensilis) a zo ur bronneg krigner hag a vev e Suamerika.
Taolenn |
Doareoù pennañ [kemmañ]
Etre 30 ha 60 cm eo hirder e gorf. Liv e gein (goloet gant pikoù berr) a cheñch gant pep loen, eus melen da zu. Gris eo e gof.
Hir eo e lost (etre 30 ha 50 cm) ha hegrog, da lavaret eo e c'hell kregiñ e brank ar gwez gantañ.
Engehentañ [kemmañ]
War-dro 200 devezh e pad an dougen ha ganet e vez ur c'holen bewech, 400 gramm e bouez. Goude bloaz e tizh ment an oad gour.
Emzalc'h [kemmañ]
Oberiant eo diouzh an noz ha diskuizhañ kludet er gwez diouzh an deiz. Bevañ a ra er c'hoadegi dreist-holl daoust ma c'hell bezañ spurmantet o kantreal en tachadoù gounezet gant an dud.
Pa vez paket pe pa'n devez aon ec'h a en e rodelloù.
En em vagañ a ra diwar plant : gwrizioù, delioù, frouezh... Dibluskañ a ra rusk ar gwez evit tizhout lodenn denerañ ar c'hoad.
Darempred gant an dud [kemmañ]
Hoc'h-dreinek Brazil a c'hell kas freuz ha reuz er plantadegoù (bananez, goiavez, maiz...) pa glask boued.
Debret e vez gant annezidi Suamerika.