Hoc'h-dreinek Brazil

Eus Wikipedia
Hoc'h-dreinek Brazil


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Rodentia
Kerentiad : Erethizontidae
Genad : Coendou
Anv skiantel
Coendou prehensilis
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Hoc'h-dreinek Brazil (Coendou prehensilis) a zo ur bronneg krigner hag a vev e Suamerika.

Doareoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Etre 30 ha 60 cm eo hirder e gorf. Liv e gein (goloet gant pikoù berr) a cheñch gant pep loen, eus melen da zu. Gris eo e gof.

Hir eo e lost (etre 30 ha 50 cm) ha hegrog, da lavaret eo e c'hell kregiñ e brank ar gwez gantañ.

Engehentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War-dro 200 devezh e pad an dougen ha ganet e vez ur c'holen bewech, 400 gramm e bouez. Goude bloaz e tizh ment an oad gour.

Emzalc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Oberiant eo diouzh an noz ha diskuizhañ kludet er gwez diouzh an deiz. Bevañ a ra er c'hoadegi dreist-holl daoust ma c'hell bezañ spurmantet o kantreal en tachadoù gounezet gant an dud.

Pa vez paket pe pa'n devez aon ec'h a en e rodelloù.

En em vagañ a ra diwar plant : gwrizioù, delioù, frouezh... Dibluskañ a ra rusk ar gwez evit tizhout lodenn denerañ ar c'hoad.

Darempred gant an dud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hoc'h-dreinek Brazil a c'hell kas freuz ha reuz er plantadegoù (bananez, goiavez, maiz...) pa glask boued.

Debret e vez gant annezidi Suamerika.