Hoc'h-douar
Eus Wikipedia
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
Un hoc'h-douar plouzet
|
|||||
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Tubulidentata | ||||
| Kerentiad : | Orycteropodidae | ||||
| Genad : | Orycteropus | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Orycteropus afer Pallas, 1766 |
|||||
|
|||||
An hoc'h-douar, pe orikterop, (Orycteropus afer) a zo ur bronneg hag a vev en Afrika issahara.
Ar spesad nemetañ eo en urzhiad Tubulidentata.
Doareoù pennañ [kemmañ]
1.60 m eo e hirder gant ul lost 50 cm. Etre 40 ha 65 kg eo e bouez. Hir eo e voj hag e zivskouarn, begek e lost, gell ha rouez e vlevenn. Turiañ a ra an douar gant skilfoù kreñv e bavioù a-raok ha toullañ garidennoù 10 metrad. Gant e bavioù a-dreñv e skarzh an douar er-maez.
Ober a ra gant e c'hwesha evit diskoachañ ar merien hag ar merien-gwenn en em vag diwarno. Debriñ a ra togoù-touseg ha frouezh ivez.
Ur c'holen nemetken a vez ganet goude un dougen 7 miz. E rakdent hag e zent-lagad a gouezh pa vez yaouank c'hoazh ha ne chom nemet ar c'hildent gant al loen en e oad gour.