Hermann-Bernhard Ramcke
Hermann-Bernhard « Gerhard » Ramcke, bet ganet d'ar 24 a viz Genver 1889 hag aet da anaon d'ar 4 a viz Gouere 1968, a oa ur jeneral alaman. Bet en deus ar Groaz marc'heg eus eus ar groaz houarn gant delioù derv, kleze ha diamantoù, ar vedalenn uhelañ e Bro-Alamagn e-doug an Eil Brezel-bed.
[kemmañ] Brezel
E 1944 e oa e penn difenn Brest hag ur wezh dieubet ar gêr gant ar Gevredidi e repuas e Ledenez Kraozon ma kendalc'has d'en em gannañ, oc'h harpañ e soudarded war ar Menez C'homm, ha goude e ledenez Roskañvel.
[kemmañ] Goude ar brezel
Ramcke a oa kaset d'ar Stadoù-Unanet evel prizoner brezel ha goude da Vro-Saoz ha da Vro-C'hall. E 1951 eoa tamallet torfedoù brezel ouzh Ramcke e Bro-C'hall, met dont a reas a-benn da chom hep bezañ prizoniet en Alamagn. µDistreiñ a reas eno drezañ e-unan ha kondaonet e oa e miz Meurzh 1951 gant ul lez-varn gall. Dieubet e oa d'ar 24 a viz Even 1951. Goude bezañ dieubet eo distroet Ramcke da Vro-Alamagn hag en deus labouret en industriezh ar betoñs. Hermann-Bernhard Ramcke zo aet da anaon e Kappeln e 1968.