Hamster rus

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Hamster rus
Phodopus sungorus2.jpg
Un hamster rus
Rummatadur klasel
Riezad : Loened
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhiad : Rodentia
Kerentiad : Cricetidae
Iskerentiad : Cricetinae
Genad : Phodopus
Anv skiantel
Phodopus sungorus
Pallas, 1773
Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh
AlphaHelixSection.svg Kantarell, Iduns kokbok.jpg Symbole-Zoo.png

An hamster rus (Phodopus sungorus) zo ur c’hrigner, etre 5 cm ha 9 cm a orin eus Siberia ha Kazac'hstan. Un hamster korr eo, hag a vez savet bremañ e ti an dud, gant bugale alies.

Doareoù pennañ[kemmañ]

Damhañval eo ouzh hamstered all ar spesad Phodopus. Pouezañ a ra etre 30 hag 55 g. Tevoc’h eo ar par eget ar barez. Pa verra an deizioù e koll pouez. Bevañ a ra etre 1 bloaz ½ ha 2 vloaz ½.

Evel an hamstered korr all en deus pevar biz ouzh pep pav a-raok, ha pemp ouzh pep pav a-dreñv, met ar pempvet zo skoanet. Blev zo war e bavioù hag e vizied. Daoulagad bras en deus met ne wel ket mat en deiz. Koulskoude gant ar stumm m'emaint en e benn e c'hall gwelout a bep tu. Se zo kaoz e c'hall gwelout un dorn o tostaat dre a-dreñv. Klevout mat a ra hag evel ar chas e c'hall klevout ar sonioù dreistklev.

Evel Hamster Campbell en deus ur wagrenn a weler dindan e gof ha ganti e taol takennoù da verkañ e dachennad. Daou sac'hig en deus ivez da zougen ar boued na zebr ket diouzhtu.

Boued[kemmañ]

Dent lemm en deus. Debriñ a ra avaloù ha per. Graet e vez boued ispisial evitañ.

Annez[kemmañ]