Hamster rus
| |||
---|---|---|---|
Un hamster rus
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Rodentia | ||
Kerentiad : | Cricetidae | ||
Iskerentiad : | Cricetinae | ||
Genad : | Phodopus | ||
Anv skiantel | |||
Phodopus sungorus Pallas, 1773 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
An hamster rus (Phodopus sungorus) zo ur c’hrigner, etre 5 cm ha 9 cm a orin eus Siberia ha Kazac'hstan. Un hamster korr eo, hag a vez savet bremañ e ti an dud, gant bugale alies.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Damhañval eo ouzh hamstered all ar spesad Phodopus. Pouezañ a ra etre 30 hag 55 g. Tevoc’h eo ar par eget ar barez. Pa verra an deizioù e koll pouez. Bevañ a ra etre 1 bloaz ½ ha 2 vloaz ½.
Evel an hamstered korr all en deus pevar biz ouzh pep pav a-raok, ha pemp ouzh pep pav a-dreñv, met ar pempvet zo skoanet. Blev zo war e bavioù hag e vizied. Daoulagad bras en deus met ne wel ket mat en deiz. Koulskoude gant ar stumm m'emaint en e benn e c'hall gwelout a bep tu. Se zo kaoz e c'hall gwelout un dorn o tostaat dre a-dreñv. Klevout mat a ra hag evel ar chas e c'hall klevout ar sonioù dreistklev.
Evel Hamster Campbell en deus ur wagrenn a weler dindan e gof ha ganti e taol takennoù da verkañ e dachennad. Daou sac'hig en deus ivez da zougen ar boued na zebr ket diouzhtu.
Boued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dent lemm en deus. Debriñ a ra avaloù ha per. Graet e vez boued ispisial evitañ.