Golvan-ar-maezioù

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Golvan ar maezioù
Tree-Sparrow.jpg
Golvan-ar-maezioù
Rummatadur klasel
Riezad : Loened
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhiad : Passeriformes
Kerentiad : Passeridae
Genad : Passer
Anv skiantel
Passer montanus
Linnaeus, 1758
Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh
AlphaHelixSection.svg Kantarell, Iduns kokbok.jpg Symbole-Zoo.png

Golvan ar maezioù a zo un evn bihan, Passer montanus e anv skiantel.

[kemmañ] Doareoù pennañ

Mentet eo Golvan ar Maezioù wardro 14 sm. N'eus ket a ziforc'h etre plu ar par hag hini ar barez. Un tarchad du a weler war ar jod wenn. Gell-kistin zo liv e gabell. Nijal a ra buan-tre.

Neizhiañ a ra e miz ebrel ha mae, betek miz mezheven. Sevel a ra e neizh e toull ur wezenn, en ur c'hleuz. Asantiñ a ra d'ober gant ur c'hasedig-neizh. A-wechoù e kaver un drevadenn neizhioù. Aozañ a ra un neizh laosk ha diskempenn gant geot, kolo, delioù, man ha pluñv. Betek 6 vi a gaver en ur neizhiad.

[kemmañ] Boued

Had hag amprevaned a bep seurt.

[kemmañ] Annez

Labous ar maezioù zo. Ne zeu ket ken tost d'an dud na d'an tiez evel Golvan Tiez. Chom a ra er c'hoadoù, liorzhoù, gwerjeoù, alezioù hag all.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all