Giovanni Leonardo di Bona

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Luigi Mussini - "Daedenn echedoù e Lez Roue Spagn" (1883)

Giovanni Leonardo di Bona, pe Giovanni Leonardo da Cutri (kavet e vez an daou anv; eilpennet e c’hell bout an anvioù bihan Giovanni ha Leonardo ivez), anavezet ivez evel Il Puttino (ar Bugelig en italianeg) a oa ganet e 1542 e Cutro, Kalabria (Italia) ha marvet e 1587, a oa ur mestrc’hoarier echedoù italian.


Buhez[kemmañ]

Gober a reas e studi war ar gwir e Roma. E 1560 e kollas ur match a-enep da Ruy López e Roma. Adalek 1566 ha 1572 e veajas dre Europa ha c’hoari a reas echedoù e Roma, Genova, Marselha ha Barcelona. Meur a wezh e c’hoarias a-enep da Baolo Boi en Italia: sellet e veze oute evel ouzh daou c’hoarier kevatal.


Giovanni Leonardo di Bona a voe trec’h er c’hentañ tournamant mistri etrebroadel anavezet en istor an echedoù e Madrid e 1575, pezh a lakaas anezhañ da vout ar c’hreñvañ mestrc’hoarier ag e amzer. Goude bezañ gounezet e Lez Roue Spagn ez eas Leonardo ha Paolo Boi da Lisbon. Eno e c’helljont diskouez o mailhoni war an echedoù a-enep da Il Moro, kampion ar Roue Sebastian a Bortugal. Trec’h e voent o daou a-enep dezhañ, Leonardo da gentañ, ha Paolo Boi buan war e lerc’h.

Brokus e voe ar Roue Sebastian a Bortugal o c'haredoniñ Leonardo hag a voe lesanvet ar Marc’heger Baleant (Il Cavaliere errante) gantañ.

Goude e souradenn e tistroas Leonardo da Italia d’ober e annez da Napoli, lec’h ma teuas da vout mestrc’hoarier echedoù ar Priñs a Visignano.


Lennadurezh[kemmañ]

Ul levr diwar e benn[kemmañ]

Diwar-benn an echedoù en Italia[kemmañ]

  • Adriano Chicco; Giorgio Porreca. Dizionario enciclopedico degli scacchi. Milano, Mursia, 1971.
  • Adriano Chicco; Antonio Rosino. Storia degli scacchi in Italia. Venezia, Marsilio, 1990, ISBN 88-317-5383-5.
  • Mario Leoncini. All'ombra della Torre: scacco al Re. Settecento anni di scacchi a Siena. Siena, Tip. Senese, 1994.

Liammoù diavaez[kemmañ]

E c'hoari e Chess Games:

E vuhez: