Frederig VI Danmark

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar roue Frederig VI Danmark.

Frederig VI Danmark (Palez Christiansborg 1768 - Amalienborg 1839) a voe roue Danmark etre 1808 ha 1839 ha roue Norge eus 1808 da 1813.

Ganet e voe e Palez Christiansborg d'an 28 a viz Genver 1768, ha mab e oa da Christian VII, roue Danmark ha d'ar rouanez Carolina Matilda Breizh-Veur. Mab-bihan e oa Frederig VI, diouzh tu e dad, d'ar roue Frederig V Danmark ha d'e wreg, ar rouanez Louise Breizh-Veur ; diouzh tu e vamm e oa mab-bihan d'ar priñs saoz Frederick (priñs Kembre) ha d'ar briñsez alaman Augusta von Sachsen-Gotha.

D'an 31 a viz Gouere 1790 e timezas e Gottorp da Marie von Hessen-Kassel (1767-1852) (rouanez Danmark), merc'h da Garl Iañ von Hessen-Kassel. Eizh bugel o devoe, met div verc'h hepken a chomas bev.