Augusta von Sachsen-Gotha

Eus Wikipedia
Augusta von Sachsen-Gotha (1719-1772) , priñsez Kembre.
Augusta, Dowager Princess of Wales, e 1759

Augusta von Sachsen-Gotha (Gotha 1719-1772 Londrez) a oa ur briñsez alaman, merc'h da Friedrich II von Sachsen-Gotha-Altenburg (1676-1732), dug Sachsen-Gotha-Altenburg, ha d'e wreg Magdalena Augusta von Anhalt-Zerbst (1676-1740).


Dimeziñ ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimezet e voe da 16 vloaz da Frederick, priñs Kembre, mab henañ ar roue saoz George II ha Caroline von Brandenburg-Ansbach .

Priñsez Kembre e voe eus 1736 betek 1751, ha gortozet e oa he fried da vont da roue ha hi da rouanez. Siwazh dezhi e varvas he fried, ha mont a reas an titl a Briñs Kembre gant o mab. Pa varvas he zad-kaer, ar roue George II, 9 bloaz goude, e 1760, eo he mab henañ a voe lakaet da roue evel George III.

Nav bugel he doe:

He bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anv Deiz o ganedigezh Deiz o marv Evezhiadennoù
Augusta Breizh-Veur 1737 31 Meurzh 1813 dimezet e 1764, da Karl Wilhelm Ferdinand von Braunschweig; bugale dezho
George III 4 Mezheven 1738 29 Genver 1820 dimezet e 1761, da Charlotte von Mecklenburg-Strelitz; bugale dezho
Edward, dug York hag Albany 14 Meurzh 1739 17 Gwengolo 1767  
Elizabeth Breizh-Veur 30 Kerzu 1740 4 Gwengolo 1759  
William Henry, dug Gloucester hag Edinburgh 14 Du 1743 25 Eost 1805 dimezet e 1766, da Maria Waldegrave, kontez Waldegrave; bugale dezho
Henry, dug Cumberland ha Strathearn 27 Du 1745 18 Gwengolo 1790 (kaoz zo bet e vije bet dimezet da Olive Wilmot en 1767 met ne voe ket)
dimezet e 1771 da Anne Houghton; divugel
Louisa Breizh-Veur 8 Meurzh 1749 13 Mae 1768   marvet da 19 vloaz
Frederick Breizh-Veur 13 Mae 1750 29 Kerzu 1765   marvet da 15 vloaz
Caroline Matilda Kembre 11 Gouhere 1751 10 Mae 1775 dimezet e 1766 da g-Christian VII, roue Danmark, bugale dezho

Lec'hanvioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a lec'h a voe anvet diwar hec'h anv, Augusta, gant ar Saozon en Amerika, e SUA hiziv: