Louise Breizh-Veur
Eus Wikipedia
- Ur briñsez Louisa Breizh-Veur (1749-1768) zo ivez.
Louise Breizh-Veur, pe Louise of Great Britain e saozneg, pe Louise af Storbritannien e daneg (1724-1751), a oa ur briñsez saoz a zeuas da vout rouanez Danmark ha Norge, gant hec'h eured da Frederik V Danmark.
Merc'h e oa da George II, roue Bro-Saoz, ha d'e bried Caroline von Brandenburg-Ansbach .
Dimeziñ a reas e 1743. Rouanez e voe goude marv he zad-kaer e 1746. Evurus e voe-hi, ha ne reas ket van, a-hervez, ouzh serc'h he fried, Else Hansen, hag o besterd .
[kemmañ] He bugale
- Sofia Magdalena Danmark, dimezet d'ar roue svedat Gustav III .
- Vilhelmine Caroline Danmark, ganet e 1747, dimezet da Wilhelm Iañ Hessen-Kassel, priñs Hessen-Kassel.
- Christian VII, roue Danmark-Norvegia, ganet e 1749
- Louise Danmark, ganet e 1750, dimezet da Carl von Hessen.
[kemmañ] He marv
Mervel a reas e 1751, e palez Christiansborg, e Copenhagen. Brazez e oa, ha mervel a reas he c'hwec'hvet bugel war un dro. Beziet e voe en iliz-veur Roskilde. He fried a varvas 14 vloaz goude.