Fred Perry

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Fred Perry e 1934-1936
Delwenn da Fred Perry en All England Lawn Tennis Club, e Wimbledon.
Logo Fred Perry (ur gurunenn lore) war ur polo

Frederick John Perry (18 a viz Mae 1909, Stockport- 2 a viz C'hwevrer 1995 Melbourne, Aostralia) a oa ur c’hoarier tennis ha tennis taol saoz. E 1975 e teuas da vezañ ezel eus International Tennis Hall of Fame. Kampion ar bed (tennis taol) e voe e 1929.

Ar c’hoarier tennis[kemmañ]

E dournamant Chelem Meur kentañ a c’hounezas pa oa 24 bloaz (US Championships e Forest Hills, a-enep d’an Aostralian Jack Crawford, ha dindan pemp set (6-3, 11-13, 4-6, 6-0, 6-1.). E 1934 e c’hounezas tri zournamant ouzhpenn : e Sydney (Australian Championships) , a-enep da Jack Crawford (6-3, 7-5, 6-1.), Wimbledon (Jack Crawford : 6-3, 6-0, 7-5.) ha Forest Hills a-enep d’ar c’hoarier amerikan Wilmer Allison (6-4, 6-3, 1-6, 8-6.). E 1935 e voe trec’h e tournamant Roland-Garros hag e hini Wimbledon, an div wech a-enep da Gottfried Von Cramm. E 1936 e voe e rann an amatourien evit ar wech diwezhañ : gounit a reas daou dournamant (Chelem Bras) : e Wimbledon a-enep da Von Cramm (6-1, 6-1, 6-0.) hag an US Championships a-enep da Donald Budge. Hir ha start e voe ar c’hoari (2-6, 6-2, 8-6, 1-6, 10-8.). En holl e c’hounezas eizh titl en tournamantoù pennañ. Teir gwech da heul e c’hounezas gourfenn Wimbledon hep koll an disterañ set. Ar c’hoarier kentañ e voe a c’hounezas pevar zournamant Chelem Bras tennis da heul, met ket er memes bloavezh. Pa zeuas da vezañ c’hoarier a-vicher e c’hounezas un ugent titl bennak, en o zouez daou en U.S. Pro Championships (e 1938 ha 1941). Jack Kramer a skrivas en e vuhezskrid (1979) e oa que Perry e-touez c’hwec’h c’hoarier tennis gwellañ ar bed, goude Ellsworth Vines ha Donald Budge, a-live gant Bill Tilden, Bobby Riggs ha Pancho Gonzales ha gwelloc’h evit Rod Laver.

E zoare da c’hoari[kemmañ]

Fred Perry a oa ur c’hoarier bras a-walc’h (1,80 m), ha kreñv e oa ivez, ar pezh a lakae anezhañ da vezañ ur servijour ampart. Gwevn ha buan e oa e c’hoari ivez, a-drugarez d’ar pezh en doa desket pa c’hoarie tennis taol. Brudet e oa ivez evit e varregezh a-fet skeiñ a-gildorn, bole hag e varregezh da chom tost ouzh ar roued a-benn gounit poentoù. Hervez Jack Kramer e vefe bet Fred Perry e-touez c’hwec’h c’hoarier tennis gwellañ ar bed.

Cheñch micher[kemmañ]

E-pad ar bloavezhioù 1940 e kenlabouras gant Tibby Wegner (c’hoarier mell-droad aostralian) hag asambles e savjont ur merk dilhad evit ar c’hoarierien dennis. An dra gentañ savet ganto a voe un dornell spoue, savet diwar skouer ar serviedennoù en em walc’hiñ. Arouez ar merk, ur gurunenn lore gwriet da live kalon an dud, a zeuas da vezañ brudet-tre. Er Rouantelezh-Unanet e voe brudet ar merk a-drugarez d’ar polo gant bannoù livioù disheñvel dezho war ar vilgin hag ar gouzoug.

Ouzhpenn 90% eus c’hoarierien tennis ar bloavezhioù 1950-60 a voe gwisket gant dilhad Fred Perry. C’hoarierien vrudetañ ar mare-se a wiske o folo Fred Perry, dindan arouez ar merk e vije gwriet pennlizherennoù o anv. Er bed a-bezh e voe brudet ar merk, a gwisket e voe dilhad Fred Perry gant aktourien, rouaned, ha politikourien evel John Fitzgerald Kennedy. Ar polo Fred Perry a zeuas ivez da vezañ arouez meuriadoù tud yaouank evel ar mods hag ar skinheaded.

Dambrezet e voe ar merk er bloavezhioù 1970. Goude-se e voe adprenet gant postourien amerikan pe aostralian. Adalek 1996 e kenlabouras pennoù an embregerezh gant un embregerezh danvez japanat, ar pezh a lakas ar merk da vont war-raok en-dro, dre ma c’hellas tizhout Azia. Hiziv-an-deiz ez eo c’hoazh ur merk diouzh ar c’hiz, dilhad Fred Perry a vez gsiwket gant sonerien, ha kenlabour a vez gant treserien dilhad liesseurt (datsumadeg "Blank Canvas") ha gant krouerien evel ara japanez Rei Kawakubo. Distro eo ivez ar merk e-touez ar c’hoarierien tennis, a-drugarez d’ar c’hoarier skosat Andy Murray. Etre 1992 ha 1994 eo bet gwisket blenerien F1 Williams-Renault gant dilhad Fred Perry.

Disoc'hoù[kemmañ]

Simpl[kemmañ]

Trec'h (8)[kemmañ]

Bloavezh Deiziad Tourmanant A-enep Disoc'h
1933 3-10 a viz Gwengolo US Open (tennis) (Forest Hills) Banniel Aostralia Aostralia Jack Crawford 6-3, 11-13, 4-6, 6-0, 6-1
1934 18-27 a viz Genver Open Aostralia (Sydney) Banniel Aostralia Aostralia Jack Crawford 6-3, 7-5, 6-1
1934 25 a viz Even-7 a viz Gouere Wimbledon Banniel Aostralia Aostralia Jack Crawford 6-3, 6-0, 7-5
1934 1-12 a viz Gwengolo US Open (Forest Hills) Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet Wilmer Allison 6-4, 6-3, 1-6, 8-6
1935 20 a viz Mae-9 a viz Even Roland-Garros Alamagn Alamagn (Trede Reich) Gottfried Von Cramm 6-3, 3-6, 6-1, 6-3
1935 24 juin-6 a viz Gouere Wimbledon Alamagn Alamagn (Trede Reich) Gottfried Von Cramm 6-2, 6-4, 6-4
1936 22 a viz Even-4 a viz Gouere Wimbledon Alamagn Alamagn (Trede Reich) Gottfried Von Cramm 6-1, 6-1, 6-0
1936 3-12 a viz Gwengolo US Open (Forest Hills) Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet Donald Budge 2-6, 6-2, 8-6, 1-6, 10-8

Gourfenn (2)[kemmañ]

Bloavezh Deiziad Tournamant Trec'her Disoc'h
1935 4-12 a viz Genver Open Aostralia (Melbourne) Banniel Aostralia Aostralia Jack Crawford 2-6, 7-5, 6-3, 6-2
1936 19 a viz Mae-1 a viz Even Roland-Garros Alamagn Alamagn (Trede Reich) Gottfried Von Cramm 6-0, 2-6, 6-2, 2-6, 6-0

Doubl paotred[kemmañ]

  • Open Aostralia : trec'h e 1934 ; gourfenn 1935
  • Roland-Garros : trec'h e 1933

Doubl kemmesket[kemmañ]

  • Roland-Garros : trec'h e 1932
  • Wimbledon : trec'h e 1935 ha 1936
  • US Open : trec'h e 1932