Frank Bodenes
Neuz
Frank Bodenes, bet ganet d'ar 16 Ebrel 1969 e Brest, zo ur skrivagner hag un troour brezhonek. Bevet en deus e Lambezelleg e-pad e yaouankiz ha klevet brezhoneg bemdez pa 'z ae e vamm hag e dad kenetrezo er yezh o doa desket war barlenn o mammoù, e Plougin evit e vamm hag er C'hrouaneg evit e dad. Bet eo kelenner war ar saozneg e Pikardi hag e Breizh.
Kelenn a ra brezhoneg e staj Ar Falz, hag e Plouezoc'h abaoe 2023[1]. Dimezet eo bet da Gatia Bodenes, bet kenbrezidantez Sked, e Brest.
Oberennoù
Skridoù
Embannet en deus danevelloù ha barzhonegoù e Brud Nevez, Al Liamm ha Ya!.
Enorioù
- 2009
- Priz kentañ ar juri e festival Kann al Loar (rann danevell e brezhoneg, tud gour) evit e zanevell Luduennig, mojenn wir.
- 2023
- Priz Telenn[2] evit e varzhoneg Rodig digor[3].
- Priz CEL Lokireg 2023 (rann skrid brezhonek) evit e zanevell Open spas lez da blas, bet embannet e Le Trégor.
Ya!
Skrivet en doa pennadoù tost bep sizhun e-barzh Ya! er bloavezhioù 2010.
Levrioù
- 2021 : Kezeg direizh, Skol Vreizh https://www.coop-breizh.fr/10275-kezeg-direizh-danevellou-9782367581279.html
- 2013 : Tilda, Emgleo Breiz
- 2011 : Tramor son ha ton, Keit vimp bev
- 2010 : Kriz ar yaouankiz, Emgleo Breiz
- 2007 : Kaz dall, ki tomm, tomato sketchop, Emgleo Breiz
Troidigezhioù
- 2022 : Manon Vuillermet, Rouge gorzène - Ruz gorzen (kendroet gant Sylvain Botrel), RAZ
- 2022 : Seongwoo Kang, Poésie du barde Canard - Barzhonïezh ar Barzh Houad, RAZ
- 2022 : Lancelot Roumier, Le pain des jours - Bara an deizioù, RAZ
- 2022 : Anne-Marie Gentric, Seule - He-unan, RAZ
Liesseurt
- A-zivout ur mignon brestad, barzhoneg skrivet gant Mark Kerrain diwar e benn, dastumadeg Un dornad limerigoù, Sav-Heol, 2019
Liammoù diavaez
Daveoù
- ↑ (fr) Le Télégramme, 15/11/2023
- ↑ (fr) 'Saint-Brieuc. Remise des prix du concours d'écriture trilingue 2023 de Telenn'. Infolocale (Mezheven 2023).
- ↑ (fr) (br) 'Concours d’écriture 2023'.