Formulenn diorroet plaen

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

[kemmañ] Termenadur

Er gimiezh volekulel ez eo ar formulennoù diorroet plaen formulennoù a ro titouroù diwar-benn arenkamant an atomoù a gompoz ar molekulennoù. Dre ma vezont taolennet a-blaen ne roont ket titouroù diwar-benn arenkamant gwir an atomoù en egor. Peurvuiañ e vez taolennet a-skouer (90º) an ereadoù etre an atomoù, met evit bezañ sklaeroc'h e vezont taolennet a 120º a-wezhioù.
Natur an atomoù a vez meneget gant simboloù deuet eus taolenn beriodek an elfennoù hag an ereadoù etre an atomoù gant unan pe meur a dres diouzh ma vez simpl pe liesek ar re-se.

[kemmañ] Un nebeud formulennoù diorroet plaen

An dour (H2O) :

H - O - H

Ar propan (C3H8) :

    H   H   H
    |   |   |
H - C - C - C - H
    |   |   |
    H   H   H

An etanol (C2H6O) :

    H   H   
    |   |   
H - C - C - O - H
    |   |   
    H   H   

An etilen (C2H4) :

    H   H
    |   |
    C = C
    |   |
    H   H

[kemmañ] Gwelet ivez

Taolennadur ar molekulennoù
Diaoz - Lewis - Diorroet plaen - Damziorroet - Topologel - Cram - Newman - Fischer - Haworth
Gilbert Newton Lewis - Hermann Emil Fischer - Walter Norman Haworth
Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all