Formulenn damziorroet
Eus Wikipedia
[kemmañ] Termenadur
E kimiezh volekulel e c'heller simplaat ur formulenn diorroet plaen evit sevel ur formulenn damziorroet ne daolenner ket an ereadoù karbon-hidrogen enni.
Heuliet e vez ar memes pennreolenn taolenniñ an atomoù : ul lizherenn (pe ziv) deuet eus taolenn beriodek an elfennoù, hag un tres evit pep eread (pe meur a hini maar eo doubl pe dripl an eread).
Da skouer, an oktan (C8H18) :
Formulenn diorroet :
Formulenn damziorroet :

Gallout a reer ivez eilpennañ ar C hag an H evit pouezañ war an ereadoù karbon-karbon, evel er skouer-mañ, ar propan, (C3H8) :

Gallout a reer c'hoazh doujañ da c'heometriezh ar volekulenn, dre zoujañ d'ar c'hornioù 120° molekulennoù 'zo da skouer.
[kemmañ] Un nebeud formulennoù damziorroet
- An etan (C2H6) :
- An etanol (C2H6O) :
- An drenkenn asetek (pe drenkenn etanoik) (CH3COOH) :
- An 2-metilpropan (C4H10) :
[kemmañ] Gwelet ivez
- An doareoù liesseurt da daolenniñ ar molekulennoù
- Kevatalenn gimiek
- Ar gimiezh organek
- Ar gimiezh vineralek
| Taolennadur ar molekulennoù |
|---|
| Diaoz - Lewis - Diorroet plaen - Damziorroet - Topologel - Cram - Newman - Fischer - Haworth Gilbert Newton Lewis - Hermann Emil Fischer - Walter Norman Haworth |
