Fonotaktoniezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Er yezhoniezh e vez implijet an termen fonotaktoniezh (saoz.: phonotactics) eus ar skourr resis eus ar fonologiezh ma vez pledet gant studi ar reolennoù o tennañ d'an doare ma c'hell bezañ implijet fonemoù ur yezh resis bennak, da lâret eo ar reolennoù a vir ouzh fonemoù resis da vezañ implijet renk-ouzh-renk gant fonemoù resis.

Tennañ a ra neuze reolennoù fonotaktikel ur yezh bennak da struktur ar silabenn, lieskensonennadoù ha heuliadoù vogalennek.

Pep yezh he deus ur sammad reolennoù fonotaktikel disheñvel, daoust ha ma c'hell bezañ implijet ganti an hevelep fonemoù hag ur yezh all. Da skouer, fonemoù eo [s] ha [k] koulz e brezhoneg hag e portugaleg, met bez e c'hell bezañ implijet an heuliad [sk] e penn ur silabenn e brezhoneg met e portugaleg n'hall ket ha pa vez degeremet e portugaleg gerioù latin o kregiñ gant an heuliad-se e ranker stagañ outañ un epentezenn, d.s.:

latin "schola"
> brezhoneg: "skol"
> portugaleg: "escola"

A-hend-all e c'hell fonemoù resis bezañ implijet e lec'hioù resis eus ar silabenn, da skouer e brezhoneg ne vez kavet ar fonem [h] lost ur silabenn met en arabeg e vez kavet stank el lec'h-se, pe e saozneg n'hall bezañ implijet ar fonem drekstaon [ŋ] e penn ur silabenn met e nivc'heg e vez implijet stank el lec'h-se.

Peurliesañ e touj reolennoù fonotaktikel da skeul an hesonerezh. Hervez ar skeul-se e rank bezañ ar greñvañ hesonerezh er c'hraoñell o vont war wanaat seul pelloc'h m'ac'h eer dioutañ. Da skouer, izeloc'h war skeul an hesonerezh emañ ar gensonenn kevig dre daravat divouezh [s] evit ar gensonenn kevig dre dostaat [l], ha neuze e c'heller implijout al lieskensonennad /sl/ e penn ur silabenn ha gallout a reer implijout al lieskensonennad /ls/ e lost ur silabenn met evit an hevelep abeg n'heller ket implijout /ls/ e penn ur silabenn na /sl/ e lost ur silabenn.

Implijet e vez gant ar yezhoù-se reolennoù fonotaktikel ma sav diwarne lieskensonennadoù pe heuliadoù kensonennoù difennet gant skeul an hesonerezh, met dre vras e vez sujet an darn vrasañ eus reolennoù fonotaktikel kavet en darn vrasañ eus yezhoù ar bed d'ar skeul-se.

Gwelit ivez[kemmañ]

Portal.svg Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.