Pennaenn urzh ar fonennoù

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Er yezhoniezh e vez implijet an termen pennaenn urzh ar fonennoù (saoz.: Sonority Sequencing Principle) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur benaenn fonotaktikel o tennañ d'an doare ma vez urzhiet ar skizhadoù en ur silabenn diazezet war skeul an hesonerezh.

Hervez ar skeul-se e rank bezañ ar greñvañ hensonerezh ar c'hraoñiell (ur vogalenn pe raloc'h ur gensonenn silabennek) vont war wanaat seul pelloc'h m'ac'h eer dioutañ (ur gensonenn pe ul lieskensonennad) e penn ar silabenn ha/pe e lost ar silabenn. Urzhiet e rank bezañ ivez pep elfenn gensonennel en ul lieskensonennad hervez an hevelep penaenn, da lâret eo e rank bezañ an elfenn gensonennel gwanoc'h pelloc'h diouzh kraoñell ar silabenn evit an elfenn gensonennel kreñvoc'h, tostoc'h homañ ouzh kraoniell ar silabenn.

Ur skouer vat eo ar ger unsilabennek "trest": e penn ar silebenn e kaver ur lieskensonenad o kregiñ gant ur gensonenn dre serriñ ([t]), ar re izelañ e skeul an hesonerezh, ha diouzhtu warl-erc'h, tostoc'h ouzh kraoñell ar silabenn, ur gensonenn linkus uheloc'h evit an [t] war ar skeul e kraoñell ar silabenn emañ ar vogalenn [e], poent kreñvañ hag uhelañ ar silabenn hervez skeul an hesonelezh, ha neuze war wanaat war ar skeul ur gensonenn dre daravat ([s]) uheloc'h war ar skeul evit ar gensonenn dre serriñ e diwezh ar silabenn ([t]): trest

Gant yezhoù 'zo, ar saozneg hag ar ruseg, ne vez ket doujet d'ar bennaenn-mañ atav, keit ha ma vez doujet dezhi en un doare strizh gant yezhoù all, evel da skouer gresianeg attek ma ranke dont da heul ur gensonenn dre darzhañ e penn ur silabenn ur gensonenn linkus pe c'hoazh ur vogalenn met n'halle ket dont war he lerc'h ur gensonenn dre dravat.

Gant yezhoù zo, evel da kouer an hebraeg, e kaver plaenennoù hesonerezh, da lâret eo div gensonenn heñvelsilabennek renk-ouzh-renk kevatal o live war skeul hesonerezh.

Gwelit ivez[kemmañ]

Portal.svg Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.