Epentezenn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Er yezhoniezh e vez implijet an termen epentezenn (diwar ar henc'hresianeg: epi "war" + en "e" + thesis "lakaat"; saoz: epenthesis) evit komz eus ar fed ma vez ouzhpennet ur sonenn pe meur a sonenn d'ur ger, dreist-holl en e diabarzh.


Bez' e c'hell bezañ degemeret er yezh unvan pe get pe zoken a-wezhoù nemetken, keñveriit:

Degemeret er yezh unvan:
euskareg
errota ("milin") diwar al latin rota ("rod")
irratia ("skingomz") diwar ar spagnoleg radio
kembraeg
ysmysgu ("butuniñ") diwar ar saozneg to smoke
Nann-degemeret er yezh unvan:
kembraeg
pobl ("pobl") distaget "pobol"


Daou doare epentezenn ez eus:

  • Epentezenn vogalennek (saoz. anaptyxis): pa vez ouzhpennet ur vogalenn, da skouer:
bra:dar > perseg bara:dar ("breur")
latin: stupidus > spagnoleg estúpido ("genaoueg")
  • Epentezenn gensonennel (saoz. excrescence): pa vez ouzhpennet ur gensonenn, da skouer:
latin: trem(u)lare > galleg: trembler ("krenañ")
hensaozneg thun(o)r > saozneg "thunder" ("kurun")
kentgresianeg amrotos > henc'hresianeg ambrotos ("divarvel")


Implijet e vez alies vogalennoù epentezennek gant yezhoù na vez ket kavet enne meur a gensonenn renk-ouzh-renk pe c'hoazh enne silabennoù oc'h achuiñ gant ur gensonenn pa amprestont gerioù a-seurt-se digant yezhoù all enne meur a gensonenn renk-ouzh-renk da skouer e japaneg:

ブラピ (Bura Pi): "Brad Pitt"
ブルース (burūsu): "blues" (stil sonerezh)

Daosut ha ma vez implijet vogalennoù disheñvel a yezh da yezh, en o zouez [ɯ] e japaneg peurliesañ, e vez kavet stank-tre ar schwa, un <e> pe c'hoazh ur vogalenn heklev, da lâret eo an hevelep vogalenn kavet dija en hevelep ger ever er c'hembraeg "pobol".


Kavet e vez elfennoù epentezennek gante un arc'hwel yehzadurel ivez, da skouer e galleg:

Epentezenn yezhadurel
il y a ("bez' ez eus") > y a-t-il" ("ha bez' ez eus?").


E degouezhioù all e c'hell bezñ implijet elfennoù epentezennek evit sevel barzhoniezh, da skouer e latin:

Epentezenn varzhoniel
reliquias > relliquias


Gwelit ivez:[kemmañ]