Fernando Alonso Díaz
| Fernando Alonso Díaz | |
|---|---|
| Bloavezhioù o redek |
Abaoe 2001 |
| Bro | |
| Deiziadoù | 29 a viz Gouere 1981 |
| Skipailhoù | |
| Niverenn ar Prizioù Bras |
198 |
| Trec'hioù | 30 |
| Plasoù pol | 22 |
| Podiomoù | 87 |
| Titloù | 2005, 2006 |
Fernando Alonso Díaz, ganet d'an 29 a viz Gouere 1981 en Oviedo, en Asturiez, a zo ur blenier Formulenn 1 asturiat.
Gounezet en deus gant Renault kampion spagnolat kentañ ar Formulenn 1 e 2005 ha gounezet en deus un titl all e 2006. Goude ur bloavezh diaes gant McLaren-Mercedes e oa adkemeret gant Renault a-benn 2008 ha 2009. E 2010 e oa degemeret Alonso gant Scuderia Ferrari e-kichen Felipe Massa ha redek a ra evit ar skipailh-se a-benn ar mare 2012. 30 trec'h zo dezhañ.
E 2001 en deus kroget Alonso en Aostralia gant Minardi, met n'en deus gounezet e drec'h kentañ nemet e 2003, e Priz Bras Hungaria gant Renault, o tont da vezañ ar blenier yaouankañ o c'hounit e F1 betek 2008 ha trec'h kentañ Sebastian Vettel. An hini yaouankañ ivez a oa o c'hounit un titl betek 2008 c'hoazh, ha titl kentañ Lewis Hamilton, ha ar c'hampion-doubl yaouankañ a oa etre 2006 ha 2011 gant eil ditl Sebastian Vettel.
Lesanvet eo Tarv an Asturiez gant e suportered ha abaoe e drec'h gentañ e vez graet Alonsomania berzh ar Formulenn 1 e Bro-Spagn.
Taolenn |
E vuhez [kemmañ]
A-raok ar Formulenn 1 [kemmañ]
Daoust ma teu Alonso eus un tiegezh simpl e grog gant ar c'harting abred da drugarez d'e dad, sot gant ar redadegoù kirri. Gounit a ra peder wech kevezadeg Bro-Spagn e rummad junior e 1993, 1994, 1995 ha 1996, daoust ma oa nemet 12 vloaz evit e ditl kentañ. E 1996 e c'hounez Kib Bed junior ha mont a ra da Italia evit redek. Gounit a ra kevezadegoù Inter-A Bro-Spagn hag Italia e 1997 a-raok bezañ eil-gampion Europa Inter-A e karting e 1998.
E 1999 a ya Fernando Alonso da Formulenn Nissan e kirri un-plas e-barzh skipailh ez-blenier F1 Adrian Campos, a zo deuet da vezañ melestrer Alonso. Gounit a ra an titl evit e vloaz kentañ hag ober a ra un esae F1 gant Minardi. Daoust ma oa diaes an amzer a ra Alonso berzh o vlenian aes-tre, o reiñ aon da Giancarlo Minardi peogwir ne oa ket sur e peseurt stad e vije bet ar c'harr dindan ar c'hlav gant ur blenier hep skiant-prenet.
E kevezadeg F3000 a ya Alonso e 2000, o redek gant Astromega. Mankout a ra Alonso skiant-prenet ha neuze n'hall ket redek evit an titl met goude un nebeud redadegoù a grog an asturianad diskouez e dalant. Gounit a ra redadeg Spa-Francorchamps ha heuliet eo gant Ferrari ha Flavio Briatore. Gant an hini diwezhañ a sin Alonso ur c'houmanant pell evit mont e Formulenn 1.
Ur penn-kentañ mat gant Minardi [kemmañ]
Re yaouank a zo Alonso evit bezañ plaset e Benetton-Renault evit e vloavezh kentañ, ha neuze e tibab Flavio Briatore prestañ dezhañ da Vinardi e-pad ar bloavezh 2001. Siwazh ne c'hall ket Alonso bezañ e penn ar redadegoù peogwir n'eo ket kevezus awalc'h e garr. Ober a ra berzh avat e lost ar polotennad, o redek gant kirri Prost hag oc'h ober traoù mat. Evit 2002 ne soñj ket Briatore e vefe stummañ awalc'h ur bloavezh-all e penn-all ar polotennad, ha setu eo bet dibabet Alonso evit bezañ trede vlenier Renault.
O pleustriñ gant Renault [kemmañ]
Ober a ra Alonso esaeoù evit Renault e-pad ar bloavezh, o testañ nevezioù ar c'harr, ha dont a ra da vezañ istimet gant an ijinourien dre e zistreiñ teknikel. Aotreet eo gant Renault ober un esae gant Jaguar e nevezamzer 2002. Bleniañ a ra buanoc'h eget ar blenier kentañ Pedro de la Rosa. Abalamour d'e labour ha d'e zisoc'hoù eo bet dibabet gant Flavio Briatore ha Renault F1 Team evit erlec'hiañ Jenson Button hag evit redek e-kichen Jarno Trulli e 2003.
Adal penn-kentañ ar bloavezh e tiskouez Alonso evel unan eus ar vlenierien buanañ e Formulenn 1, o tapout Podiomoù e Malaysia hag e Brazil, hag ar plas pol e Malaysia, o tont da vezañ an hini yaouankañ en doa tapet ur plas pol dirak Rubens Barrichello. Tapout a ra Eil blas Priz Bras Bro-Spagn o redek ouzh Michael Schumacher ha Rubens Barrichello. En Hungaria e c'hounez e drec'h kentañ, goude graet ar plas pol, o tont da vezañ ar blenier yaouankañ o c'hounit dirak Bruce McLaren, ur rekord trec'het gant Sebastian Vettel e 2008. Echuiñ a ra ar bloavezh gant 55 poent hag ar c'hwec'hvet plas, un 20 poent bennak dirak e genskipailher Jarno Trulli.
Gortozet eo Alonso evit 2004 abalamour d'e zisoc'hoù, met ne ya ket mat lodenn gentañ ar bloavezh, daoust ma zo gwelloc'h kirri Renault. Ober a ra Trulli disoc'hoù gwelloc'h eget re Alonso, ha trec'hiñ a ra e Monaco pa zilezel Alonso ar redadeg en abeg d'ur gwallzarvoud. Diaesoc'h eo an traoù e-pad an eil lodenn ar bloavezh, dre vank kevezusted ar Renaultoù, met gwelloc'h a ra Alonso, o verkañ poentoù pouezus hag o echuiñ 4 ar gevezadeg pa zo erlec'hiet Trulli gant Jacques Villeneuve abalamour d'e zisoc'hoù fall.
Kampion yaouankañ ar Formulenn 1 [kemmañ]
Berzh a ra Renault hag Alonso e-pad an esaeoù-goañv, ha gwelet int war ar renk evit an titl e 2005. Tost peurvad eo lodenn gentañ ar bloavezh evit Alonso, o c'hounit e Malaysia, Bahrein, San Marino, Europa, Bro-C'hall hag e Alamagn, met rankout a ra Alonso ober gant disoc'hoù mat Kimi Räikkönen war McLaren. Siwazh evit an hini diwezhañ met evurus evit Alonso a zo bresk tre ar McLaren ha dreist-holl ar c'heflusker Mercedes-Benz, ha koll a ra Räikkönen un nebeud redadegoù abalamour da se, pa n'eo ket kastizet gant 10 plas war ar gael en abeg d'ur cheñchamant keflusker e-pad dibenn-sizhun ur Priz Bras, ar pezh a zo ur reolenn nevez. Kontroliñ a ra Alonso eil lodenn ar bloavezh o echuiñ tost atav ar ar Podiom ha gounit a ra titl ar vlenierien e Brazil, o tont da vezañ kampion yaouankañ ar Formulenn 1, dirak Emerson Fittipaldi, peogwir n'eo nemet 24 bloavezh. Sikour a ra Renault evit gounit titl ar saverien en un drec'hiñ e Sina.
Gouel titloù Alonso ha Renault a zo bet un tammig priennet peogwir e tisklêr Ron Dennis, rener McLaren, e miz Kerzu e vlenio Alonso en e skipailh e 2007. Dibab a ra ar Spagnolat mont kuit eus Renault peogwir ne oar ket ma chomo Renault pell e Formulenn 1 abalamour da rener nevez Carlos Ghosn ar saver-kirri, lesanvet cost killer ("lazher dispignoù" e saozneg), ha ne blij ket kalz ar redadegoù kirri dezhañ[1]. Diskouez a ra ivez douetañs Alonso diwar barregezhioù Renault evit chom e penn ar jeu e Formulenn 1. Ron Dennis a lavaro goude-se a groge e zarempredoù gant Alonso goude Priz Bras Brazil, e lec'h ma deus gounezet Alonso e ditl, abalamour da zisoc'h ar McLarenoù, o doa graet un zoubladenn[2].
Evit afer-se e kendalc'h an traoù evit ar bloavezh 2006. Kemer a ra Alonso penn ar gevezadeg diouzhtu dirak Michael Schumacher war Ferrari. Goude nav redadeg e trec'he Alonso c'hwec'h gwech, graet en deus Podiomoù da bep redadeg ha 25 poent dirak Schumacher emañ. Diaesoc'h eo an traoù e-kreiz an hañv gant trec'hioù Schumacher ha Ferrari ha kudennoù mekanikel evit Alonso (dilezel a ra en Hungaria en abeg d'ur c'hrouilh stardet fall, hag en Italia en abeg d'ur c'heflusker torret). Kemer a ra Schumacher penn ar gevezadeg e Sina oc'h ober un trec'h daoust ma oa Alonso e plas pol. Adkemer a ra Alonso penn ar gevezadeg e Bro-Japan pa torr keflusker Schumacher e fin ar redadeg. Gant an trec'h-se a ya diaesoc'h an traoù evit an alaman. Echuiñ a ra Alonso ar redadeg diwezhañ eil ha gounit a ra e eil ditl, daoust redadeg mat-tre Schumacher.
Ur bloavezh start gant McLaren [kemmañ]
N'eo ket tre ar memes skipailh an hini a vlenio Alonso gantañ e 2007. Ma oa McLaren-Mercedes e penn ar jeu e fin ar bloavezh 2005 e oa diaosoc'h ar bloavezh 2006, an hini nemetañ didrec'h abaoe 10 vloaz. Aet eo Kimi Räikkönen da erlec'hiañ Michael Schumacher e Ferrari ha torret e oa gopr Juan Pablo Montoya e kreiz ar bloavezh 2006. Bleniañ a ra Alonso e-kichen Lewis Hamilton, kampion GP2, a grog gant ar F1.
Un distro gant Renault [kemmañ]
Dae Ferrari [kemmañ]
Disoc'hoù e Kevezadeg bed ar Formulenn 1 [kemmañ]
Goude Priz Bras Aostralia 2013
- 12 vloaz e Formulenn 1.
- 198 disparti.
- 30 trec'h.
- 1 382 poent merket.
- 22 plas pol.
- 37 disparti e linenn gentañ.
- 32 eil blas e Priz Bras.
- 25 trede blas e Priz Bras.
- 19 tro gwellañ ar redadeg.
- 87 Podiom.
- 5 hat trick.
- 34 dilezel.
- Krog eo e : d'ar 4 a viz Meurzh 2001 e Priz bras Aostralia, war troiad Melbourne – 12vet.
- Plas pol kentañ : d'an 23 a viz Meurzh 2003 e Priz Bras Malaysia, war troiad Sepang.
- Trec'h kentañ : d'ar 24 a viz Eost 2003 e Priz bras Hongaria, war an Hungaroring.
| Bloavezh | Skipailh | Kastell-karr | Keflusker | Bandennoù-rod | Niverenn ar PB | Plasoù pol | Trec'hoù | Troioù gwellañ | Podiomoù | Gwechoù er poentoù | Dilezeloù | Poentoù | Renkadur |
|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
| 2001 | European Minardi F1 | PS01 | European V10 | Michelin | 17 | 0 | 0 | 0 | 0 | 0 | 9 | 0 | 23 |
| 2003 | Mild Seven Renault F1 Team | R23 R23B |
Renault V10 | Michelin | 16 | 2 | 1 | 1 | 4 | 11 | 5 | 55 | 6vet |
| 2004 | Mild Seven Renault F1 Team | R24 | Renault V10 | Michelin | 18 | 1 | 0 | 0 | 4 | 12 | 5 | 59 | 4 |
| 2005 | Mild Seven Renault F1 Team | R25 | Renault V10 | Michelin | 19 | 6 | 7 | 2 | 15 | 16 | 2 | 133 | Kampion |
| 2006 | Mild Seven Renault F1 Team | R26 | Renault V8 | Michelin | 18 | 6 | 7 | 5 | 14 | 16 | 2 | 134 | Kampion |
| 2007 | Vodafone McLaren Mercedes | MP4/22 | Mercedes V8 | Bridgestone | 17 | 2 | 4 | 3 | 12 | 16 | 1 | 109 | 3 |
| 2008 | ING Renault F1 Team | R28 | Renault V8 | Bridgestone | 18 | 0 | 2 | 0 | 3 | 12 | 2 | 61 | 5vet |
| 2009 | ING Renault F1 Team | R29 | Renault V8 | Bridgestone | 17 | 1 | 0 | 2 | 1 | 8 | 2 | 26 | 9vet |
| 2010 | Scuderia Ferrari Marlboro | F10 | Ferrari V8 | Bridgestone | 19 | 2 | 5 | 5 | 10 | 16 | 2 | 252 | 2l |
| 2011 | Scuderia Ferrari | 150° Italia | Ferrari V8 | Pirelli | 19 | 0 | 1 | 1 | 10 | 18 | 1 | 257 | 4 |
| 2012 | Scuderia Ferrari | F2012 | Ferrari V8 | Pirelli | 20 | 2 | 3 | 0 | 13 | 18 | 2 | 278 | 2l |
| 2013 | Scuderia Ferrari | F138 | Ferrari V8 | Pirelli | 1 | 0 | 0 | 0 | 1 | 1 | 0 | 18 | 2l |
Trec'hoù e Kevezadeg bed ar Formulenn 1 [kemmañ]
Disoc'hoù e diskiblezhioù all [kemmañ]
| Bloavezh | Diskiblezh | Klasiñ |
|---|---|---|
| 1988 | Kevezadeg Asturiez karting Bugel | Kampion |
| 1989 | Kevezadeg Galisia karting Bugel | Kampion |
| Kevezadeg Asturiez karting Bugel | Kampion | |
| 1990 | Kevezadeg Bro-Euskadi karting Bugel | Kampion |
| Kevezadeg Asturiez karting Bugel | Kampion | |
| 1991 | Kevezadeg Bro-Spagn karting Yaouaer | Kampion |
| 1993 | Kevezadeg Bro-Spagn karting Yaouankad | Kampion |
| 1994 | Kevezadeg Bro-Spagn karting Yaouankad | Kampion |
| 1995 | Kevezadeg Bro-Spagn karting Yaouankad | Kampion |
| Kib bed karting Yaouankad | 2l | |
| 1996 | Kevezadeg Bro-Spagn karting Yaouankad | Kampion |
| Kib bed karting Yaouankad | Kampion | |
| 1997 | Kevezadeg Italia karting Inter-A | Kampion |
| Kevezadeg Bro-Spagn karting Inter-A | Kampion | |
| 1998 | Kevezadeg Bro-Spagn de karting Inter-A | Kampion |
| Kevezadeg Europa karting Inter-A | Kampion | |
| 1999 | Euro Open by Nissan | Kampion |
Notennoù ha daveoù [kemmañ]
- ↑ (fr) Alonso ou le souffle du changement radio-canada.ca, 22 a viz Kerzu 2005
- ↑ (en) Alonso switch - money or powerplant businessf1forum.com, 5 a viz Kerzu 2006
Stagadenn [kemmañ]
Liammoù diavez [kemmañ]
- (es)(en) Lec'hienn ofisiel
- (fr) Statistiques sur statsf1.com
| Kampion a-raok : Michael Schumacher |
Fernando Alonso Kampion bed ar Formulenn 1 2005-2006 |
Kampion war-lerc'h : Kimi Räikkönen |
| Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1. |
| Red Bull | Ferrari | McLaren | Lotus | Mercedes | Sauber | Force India | Williams | Toro Rosso | Caterham | Marussia |
|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
| 1 Vettel 2 Webber |
3 Alonso 4 Massa |
5 Button 6 Pérez |
7 Räikkönen 8 Grosjean |
9 Rosberg 10 Hamilton |
11 Hülkenberg 12 Gutiérez |
14 di Resta 15 Sutil |
16 Maldonado 17 Bottas |
18 Ricciardo 19 Vergne |
20 Pic 21 van der Garde |
24 Bianchi 25 Chilton |