Fables choisies de La Fontaine traduites en vers bretons

Eus Wikipedia

Fables choisies de La Fontaine traduites en vers bretons, zo ul levr embannet e Montroulez, e 1836, ha skrivet gant Pierre Désiré de Goësbriand, un noblañs a Vro-Leon, maer Lannurvan.

Adembannet eo bet gant La Découvrance e Saozon-Sevigneg, e-tal Roazhon, e 1997, adwelet ar yezh gant Yann Mikael. N'ouzer ket petra zo bet "adwelet" resis, ha chom a ra da welout a dost ha kemmet ez eus bet gerioù er skrid.

Plijout a raio da lod keñveriañ e skrid An Anevaled klañv gant ar Vosenn, gant skrid Eozen Kombod, Al Loened klañv gant ar Vosenn. Setu linennoù diwezhañ Goesbriand:

  • Diouzh ma viot gwan pe vras Ho pezo kastiz pe c'hras.

Setu linennoù diwezhañ Kombod:

  • Dioc'h ma viot pe binvidik pe baour E viot barnet dioc'h hoc'h aour.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]