Eugène Pottier

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Eugène Pottier

Eugène Pottier a oa bet ganet e Pariz d'ar 4 a viz Here 1816.

Mil anavezet e oa evel saver kanaouennoù-pobl da vare an Eil Republik c'hall (24 a viz C'hwevrer 18482 a viz Kerzu 1852) hag an Eil Impalaeriezh c'hall (2 a viz Kerzu 18524 a viz Gwengolo 1870). Aet e oa bet da bolitikour da vare emsavadeg Kumun Pariz (18 a viz Meurzh28 a viz Mae 1871).

E miz Gouere 1871 e oa bet savet pozioù an himn-dispac'h Kan Etrebroadel al Labourerien gantañ. Micherour tresour war zanvezioù e-pad an Eil Impalaeriezh e oa eneber ouzh ar renadur-mañ hag e teuas da vezañ unan eus pennoù-bras ar Sindikadelezh.

E 1867 e oa bet diazezet Sindikad micherel an atalieroù tresañ gantañ.

Adalek an 18 a viz Meurzh betek an 28 a viz Mae 1871 e oa bet ezel eus Poellgor kreiz republikan an Ugent arondisamant oc'h ober war-dro bodad servijoù kevread an arzourien.

Bet kondaonet d'ar marv dre zesfailh d'ar 17 a viz Mae 1873 ez eas en harlu da Stadoù Unanet e-lec'h ma aozas ar gengred evit ar gumunarded forbanet. Eno ivez ec'h emezelas ar frañmasonerezh ha goude Strollad sokialour labourerien Stadoù Unanet.

Kaset da ras hag hanter seizet e tistroas da Vro-C'hall goude distaoliadeg 1880. Aet e oa bet da Anaon e Pariz d'ar 6 a viz Du 1887.

Barzh dispac'her e oa ha kanet en devoa ar Gumun Ruz ha stourm ar werin :

  • La terreur blanche,
  • En avant la classe ouvrière,
  • L'insurgé et un recueil,
  • La question sociale (1885).