Kan Etrebroadel al Labourerien

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Nuvola apps kworldclock.svg Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad: krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Kan Etrebroadel al Labourerien, pe Kanaouenn etrevroadel al labourerion, anavezet ivez evel Kan an Dispac'h(Daveoù a vank), a zo ur ganaouenn anavezet evel an Internationale e galleg, savet gant Eugène Pottier e 1871.

Meur a stumm brezhonek zo anavezet. Unan zo bet savet gant Charlez Rolland[1], unan all gant Marcel Hamon[2]. Setu amañ unan all c'hoazh[3] :

War sav ! Va breudeur, ret eo sevel
Ar paour 'zo o tuiñ gant an naon
Ar skiant a lâr a vouezh uhel
'N em gannañ start, skeiñ hep tamm aon !
Skuizh omp aet, re bell omp bet deñved ,
Mevelien gaezh, war sav, war sav !
Ur bed all gwelloc'h a vo savet
Lec'h ma vimp mestr hep bezañ sklav.

Sed an emgann diwezhañ
Holl war sav ha warc'hoazh
E kerzho unanet
Ar pobloù skoaz ouzh skoaz.

Mestr bras ebet ne c'hell hor sikour
Na doue na priñs nag un all !
Yann Gouer, pesketaer ha micherour
Deuit war hol lerc'h da reiñ ar brall
Laeron vras, c'hwi 'vo lakaet izel,
Ni 'zesko d'an dud gwelout sklaer
Ha breman c'hwezhet tan hor c'hovel
War'n houarn tomm 'vo lopet taer.

Sed an emgann diwezhañ
Holl war sav ha warc'hoazh
E kerzho unanet
Ar pobloù skoaz ouzh skoaz.

Ar stad hor gwask, al lezenn ivez
'N em wadañ 'rankomp 'vit netra
Hor poan daoust da betra e talvez ?
Da vevañ tud gant hon peadra !
Paromp holl, frankiz'zo da bep den
Ha ni 'vez mac'het gwashoc'h-gwazh
Mar karomp 'vint ket mestr da viken
Deut eo ar c'houlz cheñch penn d'ar vazh!

Sed an emgann diwezhañ
Holl war sav ha warc'hoazh
E kerzho unanet
Ar pobloù skoaz ouzh skoaz.

Notennoù[kemmañ]

  1. L'Internationale en breton, el lec'hienn Follenn
  2. L'Internationale en breton, el lec'hienn Follenn
  3. War un ton stourm, Levrig kanaouennoù Breizhistance

Liammoù[kemmañ]