Mont d’an endalc’had

Et si en plus y'a personne

Eus Wikipedia

Et si en plus y'a personne (Ha ma ne vije den ebet ouzhpenn-se) a zo ur ganaouenn c'hallek skrivet ha kanet gant ar c'haner gall Laurent Souchon (1944-). 4:09 e pad an enrolladur anezhi. Evel ton an darn vrasañ eus kanaouennoù Souchon e oa bet savet ton houmañ gant e geneil Laurent Voulzy (1948-).

Bez' ez eo unan eus kanaouennoù an albom La Vie Théodore, un albom embannet en Europa a-bezh, gant Virgin Records, d'ar 5 a viz Gwengolo 2005[1] ha gouestlet en e hed d'ar skiantour gall Théodore Monod (1902-2000).

Kregiñ a ra Et si en plus y'a personne gant an tri anv-bihan "Abderhamane, Martin, David", oc'h aroueziañ an teir relijion bennañ : an Islam, ar Gristeniezh hag ar Yuzevegezh. Hag an aozer da sevel ar goulenn pennañ da-heul : "Et si le ciel était vide" (Ha ma vije goullo an neñv)... Un doare dic'hortoz da ziskuliañ an holl zarvoudoù euzhus kaset da benn gant feizidi 'zo en anv ur relijion bennak, evel Gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001 e Stadoù-Unanet Amerika da skouer.
Ouzhpenn diskouel strizhder spered gwech an amzer e seblant bezañ bouzar pleustrerien 'zo. Deuet e oa Souchon d'he c'hanañ, eilet gant ar gitarour Michel-Yves Kochmann, da-geñver an abadenn skinwel a oa bet aozet e Selaouva Ti ar Skingomz e Pariz d'an 11 a viz Genver 2015[2], un nebeud deizioù war-lerc'h Lazhadeg ar Merc'her 7 a viz Genver 2015 e-ti Charlie Hebdo...

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]