Erigone

Eus Wikipedia

Erigone a oa karet gant Dionysos ha mamm e oa d’an haroz Stafilos.

He zad Ikarios, eus Aten, a oa hegarat ouzh Dionysos, hag an doue a roe gwin d'e vesaerien.

Ar vojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un deiz e oant mezv, hag e soñje dezho en doa klasket Ikarios o c'hontammañ. Hag int, droug enne, d'e lazhañ. Kavet e voe e gorf gant e verc'h hag he c'hi Marea. Ma’z eas foll Erigone gant ar glac’har hag ez eas d’en em grougañ.

Ha mantret Dionysos, ha droug ennañ. Da gentañ e lakaas ar vosenn da redek dre gêr Aten. Goude e vroudas ar merc'hed yaouank dizimez d’en em grougañ ouzh skourroù ar gwez pin.

Kenderc’hel a reas an traoù er stumm-se betek an deiz ma lavaras orakl Delfi e oa ret kastizañ ar vesaerien a oa kiriek da vuntr Ikarios evit habaskaat Dionysos. Ma voent krouget d’o zro, ha lakaet e voe un deiz da enoriñ Erigone.


Ur vaouez all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Traoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]