Erc

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Meurastumm.png Ma klaskit ERC, ar strollad politikel katalan, kit da welet Esquerra Republicana de Catalunya.

Erc ( pe Ercus e latin; Erth pe Herygh dre fazi e kerneveg) a zo un anv a orin iwerzhonek.

Sant iwerzhonat[kemmañ]

Anv ur manac'h eus Iwerzhon e oa, ur sant a labouras dreist-holl e Kernev-Veur.

Erc eus Slane ne voe nemetañ a anavezas nerzh sant Padrig pa rankas daeliñ gant an drouized war duchenn Slane e 433. Neuze e voe beleget gant Padrig hag anvet da eskob Slane.

Skol a reas da sant Brendan en e iliz e Trá Lí. Ur skol vrudet a savas ivez e Slane, ma voe skoliet ar roue frank Dagobert II en e oad tener.

Sant kerneveurat[kemmañ]

Erc Kernev-Veur a soñjer peurvuiañ e oa ar memes den. Breur e oa da sant Uny ha da santez Ia . Dont a reas eus Iwerzhon da Gernev-Veur, hag un iliz hag ur gêriadenn zo bet lakaet en e anv.

E Kernev-Veur e vez lidet d'an 31 a viz Here.


Dal Riada[kemmañ]

Moarvat eo ar memes anv a gaver en anv gouezelek Erc pe Eirc, roue Dál Riata.

Liamm diavaez[kemmañ]