Emglev An Tiegezhioù

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Emglev An Tiegezhioù a zo un aozadur savet e 1947 gant Alan Louarn ha Yann Kerlann e Yerres.
Sikour an tiegezhioù brezhonek da dreuzkas ar yezh a oa pal an ensavadur-se.
E-tro 1970 e oa bet diskleriet ar gevredigezh e prefeti an Naoned.

Betek war-dro 60 familh a voe d'ar poent-hont, a-raok savedigezh ar skolioù Diwan.
Anv a gaver eus ar gevredigezh er gelaouenn Al Liamm (an notennoù) hag e Wanig ha Wenig.

Adalek 1954 e voe kaset en-dro gant Youenn Souffes, hervez Youenn Olier (Imbourc'h 340 p. 12) hag adalek 1998 e voe resisaet er statudoù idantelezh katolik ar gevredigezh, daoust ma oa katolik a spered abaoe ar penn kentañ ; an holl ne oant ket katoliked, evel Kerlann, met un aergelc'h kristen a rene. Evit ar bodadegoù da skouer e veze bepred un Oferenn.

Abaoe, daoust ma'z embann mennout "bezañ un emsav" ez eo dreist-holl kevredigezh-merañ embannadurioù Imbourc'h hag ez embann bep daou viz ur gelaouenn diabarzh evit hec'h izili a c'heller lenn ivez en-linenn, Kannadig Imbourc'h.

Diklêriañ a ra ar gevredigezh vrezhonek-se bezañ "broadelour" ha "katolik", e linenn istorel "Gwalarn" Roparz Hemon diouzh un tu, ha "Feiz ha Breiz" Yann-Vari Perrot diouzh un tu all.


[kemmañ] Liamm diavaez

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù