Elisabeth von Württemberg (1767–1790)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Disambiguation.svg Ur pennad Elisabeth von Württemberg zo ivez.
Elisabeth von Württemberg, poltredet gant Johhann Baptist Lampi
An arc'hdug Franz Aostria.

Elisabeth von Württemberg (1767–1790), a oa ur briñsez alaman Württemberg, hag a voe Arc'hdugez Aostria hag Impalaerez Santel dre he dimeziñ d'an Arc'hdug Franz Aostria.

Merc'h e oa da Frédéric II, dug Wurtemberg ha Dorothée-Sophie de Brandenbourg-Schwedt.

He c'hoar Sophie Dorothee von Württemberg a oa dimezet d'an tsarévitch Paol Iañ Rusia ha mamm ur ribitailh bugale, hag an impalaer Joseph II, a felle dezhañ skoulmañ un emglev gant Rusia enep Prusia. Evit se eo e klaskas aozañ darempredoù klouaroc'h etre an div gurunenn dre zimeziñ ur c'hoar d'an tsarevna d'e niz, an arc'hdug Franz, a oa e bennhêr, hag a oa a da vout impalaer war e lerc'h.