Sophie Dorothee von Württemberg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Sophie Dorothee von Württemberg a zeuas da vout Maria Feodorowna, impalaerez Rusia.

Sophie Dorothee Auguste Luise von Württemberg (1759–1828) a oa ur briñsez alaman a zeuas da vout impalaerez Rusia dre he dimeziñ d'an tsar Paol Iañ. Mamm e oa d'an dsared Aleksandr Iañ ha Nikolas Iañ.

Ganet e oa e 1759 e Stettin. Merc'h e oa da Friedrich Eugen von Württemberg ha da Friederike Dorothea Sophia von Brandenburg-Schwedt.E 1769 e tegouezhas priñselezh Montbéliard etre daouarn he zad, ha setu an tiegezh o vont da chom da Montbéliard. Desket mat e oa Sophie-Dorothée : ouzhpenn alamaneg e komze galleg, italianeg, ha latin.

E Gwengolo 1776, da 17 vloaz, e timezas e Sant-Petersbourg d'an tsarevitch Paol Petrovitch, mab da Katelin II ha da Pêr III Rusia. Dek bugel o doe.

He bugale[kemmañ]