Eleonore Magdalene von der Pfalz
Eleonore Magdalene Therese von der Pfalz, pe von Neuburg, pe von Pfalz-Neuburg, ganet e 1655 ha marvet e 1720, a oa ur briñsez alaman, deuet da vout Impalaerez santel (1705-1720) diwar he dimeziñ da Leopold Iañ an Impalaeriezh santel. Rouanez Bohemia ha Hungaria (1676-1705) e oa ivez, hag Arc'hdugez Aostria. Rejantez e voe 1711. Mamm-gozh e oa da Maria Theresia.
Taolenn |
He buhez [kemmañ]
Ganet e oa e miz Genver 1655 e Düsseldorf ha marvet e 1720 e Vienna da 65 vloaz.
Merc'h e oa da Philipp Wilhelm von der Pfalz (1615-1690), kont Pfalz-Neuburg, Dilenner Pfalz, ha da Elisabeth Amalie von Hessen-Darmstadt (1635-1709). Ar bugel henañ e oa en ur ribitailh 17, en o zouez
- Marie-Anne von Neuburg, rouanez Spagn, dimezet da Carlos II Spagn (rouanez ar pezh Ruy Blas gant Victor Hugo,
- Marie, rouanez Portugal , dimezet da Pedro II Portugal,
- ha Sophie, a zimezas da zaou zug Parma, ha mamm Elisabetta Farnese, rouanez Spagn.
Brudet e oa frouezhusted priñsezed Pfalz-Neuburg, ha klask a veze warne e lezioù Europa. Ne voe ket dislavaret ar vrud gant Eleonore.
Kurunennet e voe en 1689 gant arc'heskob Mainz, Anselm Franz von Ingelheim.
Chwitadenn [kemmañ]
E 1673, pa varvas an infantez Marc'harid Tereza Aostria, pried kentañ Leopold Iañ an Impalaeriezh santel e oa an impalaer etre daou: dibab da bried pe Eleonore pe Claudia Felizitas von Österreich-Tirol. Ar priñs Wenzel Eusebius von Lobkowicz, kentañ ministr, a gave gwell e vije kemeret Eleonore. Klask a reas enebiñ ouzh an eured gant Claudia Felizitas, met aner e voe: diaes mont a-enep un dimeziñ gant ur briñsez eus an Tiegezh Habsburg.
Klask a reas an impalaerez nevez ober droug d'an den a oa bet prest d'he lakaat da goll ar gurunenn. Tamallet e voe dezhañ en em glevout e kuzh gant Bro-C'hall , ma voe bac'het e Ratnitz en Bohemia e1674.
Mevel a reas Claudia en 1676, hag Eleonore a zimezas neuze d'an Impalaer. Skoazellañ a reas bugale ar ministr kaezh, marvet er vac'h e 1677.
Pried hag impalaerez [kemmañ]
Deol e oa Eleonore, ha karantezus ouzh he fried, a oa feal dezhi: ober a rae war e dro pa veze klañv.
He fried Leopold Iañ an Impalaeriezh Santel a dremenas un darn vras eus e vuhez oc'h ober brezel en desped dezhañ. Saveteiñ a reas Europa eus aloubadeg an Durked
He bugale [kemmañ]
Dimezet e oa Eleonore en 1676 d'an impalaer Leopold, ha dek bugel o doe:
- Joseph (1678-1711), a voe Impalaer santel
- a zimezas en 1699 da Wilhelmine von Braunsweig-Lüneburg (1673-1742)
- Christine (1679-1679)
- Maria Elisabeth (1680-1741), gouarnerez an Izelvroioù aostrian
- Leopold Joseph (1682-1684)
- Maria Anna (1683-1754), dimezet en 1708 da João V, roue Portugal, son cousin utérin,
- Maria Tereza (1684-1696)
- Karl (1685-1740), a voe Impalaer santel, prétendant au trône d'Espagne en 1700 dimezet en 1708 da Elisabeth Christine von Braunschweig-Wolfenbüttel (1691-1750)
- Marie-Josèphe (1687-1703)
- Maria Magdalena von Österreich (1689–1743) , grande-maîtresse de l'Ordre des Dames de la Croix-Étoilée
- Marie-Marguerite (1690-1691)