Pfalz-Neuburg
Eus Wikipedia
Pfalz-Neuburg (Junge Pfalz a-wechoù), a oa un dugelezh kozh en Alamagn. Neuburg an der Donau e oa ar gêr-benn.
Krouet e oa bet en 1505 war-lerc'h brezel hêrezh Landshut.
An dugelezh a droas a-du gant ar Brotestanted en 1543, met distreiñ a reas d'ar gatoligiezh en 1617, hag evel-se ne voe ket gwastet e-pad ar Brezel Tregont Vloaz.
En 1808, e voe lonket an dugelezh gant Rouantelezh Bavaria.
Ur maen-bonn hag a verke ar vevenn etre Pfalz-Neuburg ha priñselezh Thurn und Taxis.