Dudeegezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Logo an 'Dudeegezh

An Dudeegezh (Dudeism e saozneg) zo un doare relijion savet dre fent e 2005 e Stadoù-Unanet Amerika gant ur c'hazetenner eus Los Angeles anvet Oliver Benjamin.
The church of the Latter-Day Dude ("Iliz Truchon an devezh Diwezhañ eo anv ofisiel an aozadur.

Pal al luskad-se eo herouezañ prederouriezh ha stil bevañ tudenn bennañ ar film The Big Lebowski gant ar vreudeur Joel hag Ethan Coen (1998), Jeffrey Lebowski, lesanvet The Dude ("An Truchon"), a zo ur c'holl-boued dilabour na vourr nemet o c'hoari 'r bouloù.
E gwirionez n'eo an « dudeegezh » nemet un doare taoegezh lakaet da glotañ gant hon amzer.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]