Kazetenn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ur stal kazetennoù e Roma
Ur gwerzher kazetennoù e kreiz kêr Londrez, d’ar 7 a viz Gwengolo 1939
"Das Lesekabinett", taolenn gant Heinrich Lukas Arnold (1840)

Ur gazetenn zo un embannadenn, da lavaret eo ur strobad follennoù moullet, embannet ingal, bemdez (pemdezieg) pe bep sizhun (sizhunieg) peurvuiañ. Reiñ a ra keleier d’al lennerien diwar-benn ar pezh a zo nevez-c’hoarvezet hag embann a ra soñjoù diwar-benn an traoù-se . Kemennoù bruderezh a gaver enno ivez. Kavet e vez kazetennoù da brenañ e stalioù a-ratozh. Gallout a reer resev kazetennoù er gêr ivez, gant ma paeer ur c’houmanant evit se.

Danvez a bep seurt a gaver er c’hazetennoù. Keleier eus ar politikerezh, an armerzh, ar sport, an torfedoù hag an darvoudoù a bep seurt. Diaweladoù amzer a gaver ivez, koulz ha pennadoù diwar-benn ar sevenadur. E-kichen ar pennadoù-skrid e kaver alies luc’hskeudennoù ha tresadennoù d’o skeudennaouiñ. Pennadoù zo, ma lenner soñjoù tud ar gazetenn, e stumm ar pezh zo anvet pennadoù-stur. Lizheroù kaset gant al lennerien a c’hall bezañ embannet ivez, da zisplegañ o soñj war pennadoù bet embannet diagent.

Ment[kemmañ]

Moullet e vez an darn vrasañ eus ar c’hazetennoù a vez embannet bremañ e hini pe hini eus ar mentoù-mañ:

Titloù[kemmañ]

A bep seurt anvioù a vez roet d’ar c’hazetennoù ha cheñch a reont hervez ar vro hag ar yezh. Un toullad gerioù avat a vez kavet ingal en titloù-se.

En anvioù zo e veneger pegen alies e teu ar gazetenn er-maez, evel Daily Express Rénmín Rìbào (pemdezieg ar bobl), pe La Setmana. E titloù zo e veneger daoust ha dont a ra ar gazetenn er-maez diouzh ar mintin pe e fin an devezh, evel De Morgen, Le Soir pe Maariv. Alies e veneger pelec’h e vez embannet ar gazetenn, gant un anv-lec’h (Frankfurter Allgemeine Zeitung, The Jerusalem Post), un anv bro pe rannvro (Israel HaYom, Le Journal du Pays Basque) pe c’hoazh anv unan eus ar pevar avel (Ouest-France, Western Mail).

Liammoù diavaez[kemmañ]

Wiktionary-logo-br.png
Sellit ouzh ar ger Kazetenn er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.