Doire (departamant)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

An Doire a oa un departamant gall en hanternoz Italia, da vare an diktatour Bonaparte.

Ivrée e oa ar pennlec'h (Ivrea en italianeg). Isprefetioù a oa en Aosta (Aoste galleg) ha Chivasso. Kontet e veze 224 127 a dud o chom ennañ, gallegerien kalz anezho a-hervez.

Gwelit ar gartenn amañ: Listenn departamantoù gall Italia


Anv[kemmañ]

Dont a ra an anv eus ar stêr anvet Doire Baltée e galleg, (Dora Báltea, en italianeg) a dremen dre Aosta hag Ivrea, da zisheñvelout diouzh an Doire Ripaire, Dora Riparia, un adstêr all d'ar Po.

Istor[kemmañ]

Savet e oa bet d'an 11 a viz Gwengolo 1802 (décret du 24 Fructidor, an X) pa voe staget Piemont ouzh Bro-C'hall. Da gentañ e oa bet en ur framm anvet Éridan, a oa ennañ departamant ar .

E 1812 e oa rannet e 3 arondisamant: Ivrea, Aosta ha Chivasso.

Diskar[kemmañ]

Diskaret e voe evel an departamantoù gall all war-lerc'h faezhidigezh Bonaparte e 1814, ha roet da stadoù Savoia, hervez feuremglev Fontainebleau an 11 a viz Ebrel 1814.

Hiziv[kemmañ]

Emañ douaroù an departamant e proviñs Torino ha rannvro emren Aosta.


Pennadoù kar[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]

Décret du 24 Fructidor