Dora Baltea

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Dora Báltea)
Ar stêr Dora Baltea

An Dora Baltea (italianeg), pe Doire baltée (e galleg, stumm ofisiel e Traoñienn Aosta), Djouiye en arpitaneg Traoñienn Aosta, Deura Bàotia e piemonteg, zo anv ur stêr 160 km en hanternoz Italia. Adstêr eo d'ar Po war e lez kleiz, ha redek a ra dre Draoñienn Aosta hag e Piemonte.

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eus anv latin ar stêr, Duria minor, en enep da Duria major (an Dora Baltea)[1] e teu Dora. Un dourredenn eo dòira e piemonteg.
Dreist al latin e teu dora eus ur wrizienn indezeuropek *dura / duria, a zo paot en Europa (gwelit anv ar stêr Douro e Portugal), er broioù keltiek dreist-holl.
Tabut zo avat a-zivout orin keltiek ar ger[2].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (la) Gaffiot. Kavet : 21-02-2021.
  2. (it) Dizionario di toponomastica — Stori e significato dei nomi geografici italiani, Torino, UTET, 2006, p. 296 (ISBN 978-88-02-07228-9)