Pô (departamant)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
  • Ur pennad Po zo ivez.
Kartenn eus departamantoù gall Italia, da vare impalaeriezh c'hall Napoleone Buonaparte

zo anv un departamant gall en Italia krouet gant armeoù gall Napoleone Buonaparte pa voe aloubet Rouantelezh Sardigna gantañ e 1802. Da gentañ e oa anvet Éridan, diwar mojennoù Hellaz kozh, met d'an 20 a viz Gwengolo e voe advadezet dre un dekred sinet gant pennmelestrour Piemonte, ar jeneral Jean-Baptiste Jourdan.

Torino a oa ar pennlec'h anezhañ. Dont a rae anv an departamant diwar anv ar stêr Po.

Tri arondisamant a oa: Torino, Susa ha Pinerolo. Mont a reas da get pa voe distrujet an Impalaeriezh C'hall e 1814. Emañ an douaroù anezhañ e proviñs Torino hiriv.

Prefeded[kemmañ]

Skoed Torino da vare impalaeriezh c'hall Napoleone Buonaparte.
  • 26 Eost 1802–1805—Victor Hercule Joseph Ferdinand comte de Lavilla de Villasteloni
  • 1805–1808—Pierre Loysel
  • 1808–1809—Étienne Vincent Marnolia
  • 19 C'hwevrer 1809–1813—Alexandre Théodore Victor de Lameth baron de Lameth