Doare-disklêriañ

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Patrom:Doareoù yezhadurel

Er yezhadur, hag er yezhoniezh, e vez implijet an termen doare-disklêriañ evit komz eus an doareoù-verb pennañ a dalvez da deskrivañ un ober pe un darvoud gwirvoudel hervez an hini a zo o komz. Unan eus an doareoù-gwirvezañ eo an doare-disklêriañ.

Holl yezhoù ar bed a ra gant an doare-mañ, ha seul wezh ma ne reer gant doare resis ebet all e reer gant an doare-disklêriañ evel doare amverk.

Bez' e c'hell bezañ implijet er stumm-kadarnaat, er stumm-nac'h hag er stumm-goulenn, da skouer:

Dont a rae / Dont a ra / Dont a raio
Ne zeue ket / Ne zeu ket / Ne zeuio ket
(Ha) dont a rae? / (Ha) dont a ra? / (Ha) dont a raio?

Displeget e c'hell bezañ e meur a amzer yezhadurel hervez pep yezh resis.

E brezhoneg[kemmañ]

E brezhoneg e vez enebet an doare-disklêriañ ouzh doare-divizout en un tu hag ouzh an doare-gourc'hemenn en tu all.

Kalz ledanoc'h eo an doare-disklêriañ e brezhoneg evit an doareoù all ha displeget e c'hell bezañ e meur a amzer yezhadurel (tremened, bremañ ha dazont) hag e meur a arvez (strizh, ledan, boas...), da skouer er stumm-kadarnaat:

Amdremenet: Lenn a rae
Adkevrennek: Kanet en deus bet
Pad: O hadañ edo
Boas: Brav e veze an amzer
Lec'hiañ: Amañ edo
Peurdremenet: Lennet en doa
Kent: $
Strizh: Lenn a reas
Amstrizh: Lennet en deus
Bremañ: Ruz eo an aval
Pad: O hadañ emañ
Boas: Brav e vez an amzer
Lec'hiañ: Amañ emañ
Dazont: Sioul e vo an noz
Kent: Brav e vo bet dezhañ da vont
Pad: O hadañ e vo

Gwelit ivez:[kemmañ]