Doare-sujañ
Neuz
Er yezhadur, hag er yezhoniezh, e vez implijet an termen doare-sujañ evit komz eus an doareoù-verb pennañ a dalvez, en un islavarenn, da zeskrivañ un ober pe un darvoud nann-gwirvoudel hervez an hini a zo o komz : het, fromad, gallusted, barnadenn, redienn, pe un ober n'eo ket c'hoarvezet c'hoazh.
Komzet e vez eus an doare-sujañ e brezhoneg evit lavarout n'eus ket anezhañ peurvuiañ.
A-wechoù avat e vez graet doare-sujañ (e-lec'h doare-gourc'hemenn) eus ar merkoù personel -et hag -ent.
- C'hoarvezet a c'hoarvezo.
- Koustet a gousto.
- Bevet Breizh!
Hervez Jules Gros e ranker gwelout talvoudegezh un doare-sujañ e merkoù an amzer-da-zont er skouerioù-mañ[1]) :
- Bezo fall, bezo mat an douar...
- Bezo du, bezo gwenn, Pep gavr a gar he menn.
- Pe vo war an tu gin pe 'vo war an tu mat...
- Hag amañ, gin e-lec'h a garin, e vin arru mat.
- Laro pep hini pezh a garo, me gav se euzhus.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Trésor du Breton Parlé 1/13