Dione (merc'h Okeanos)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Dione (Διώνη / Diốnê e gregach), a oa un Okeanidenn, da lavarout eo ur verc'h da Okeanos ha Tetis.

Koulskoude, hervez mojennoù all, e vije bet merc'h da Gronos ha Gaia, pe Ouranos ha Gaia, pe Eter, ha mamm e vije bet da Amfitrit ha Dionisos.


Karet e voe gant Zeus, e wreg kentañ e oa, ha genel a reas an doueez Afrodit.

Hervez mojennoù all e oa gwreg Tantalos ha mamm Niobe ha Pelops.

Un templ a bouez a oa dezhi e Dodone, ma veze gwelet evel doueez an Derv.